Galv loc’hañ ha degouezh Redadeg 2024
Galv d’en em lakaat war ar renk evit aozañ al loc’hañ pe an degouezh !
Un darvoud breizhat eo Ar Redadeg aozet war dachenn Breizh bep eil bloaz. Lieslec’h eo ha reiñ a ra lusk da lakaat kement kevredigezh, kement embregerezh ha kement den zo da genlabourat dorn-ha-dorn. Un darvoud dibar eo evit ar re a zo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg hag ouzh e implij pemdeziek. Ar Redadeg a zo he fal talvoudekaat ar yezh, en he finvidigezh hag he liesegezh, dre zastum arc’hant ha kas war-raok raktresoù evit ar brezhoneg.
Redadeg 2024 a vo eus ar
Gwener 17 d’ar Sadorn 25 a viz Mae 2024.

Prest e vefec’h d’ober war-dro al loc’hañ pe an degouezh e 2024 ? Na chomit ket da dortal : savit un darvoud leun a vuhez ha startijenn tro-dro d’hor yezh. Un doare dispar eo evit lakaat war-wel hag enoriñ arzourien ha kevredigezhioù ho pro.
Digor eo ar galv d’an holl gevredigezhioù. Mat e vo mont e darempred gant an ti-kêr evit kaout e skoazell. Evit sikour brudañ ha broudañ an darvoud hag aesaat labour ar re a raio war-dro an darvoudoù-se e krouimp ur bodad skoazell gant youlidi ha gopridi ar Redadeg.
Evit gellout aozañ mat Redadeg 2024, e fell deomp sevel an hentad abretoc’h. Anat deoc’h hon eus ezhomm gouzout e-pelec’h e krogo an hentad ha davet peseurt kêr ez aio !
Gortoz a reomp ho respontoù a-benn an 28 a viz Here 2022 d’an diwezhañ !
E-kerzh miz Du e vo kinniget deoc’h un eskemm gant tud eus skipailh Ar Redadeg a-benn kinnig ho tarvoud d’ar C’huzul Merañ en em vodo e fin miz Du.
Goulenn a reomp digant pep framm dedennet respont bremañ d’ar c’houlennaoueg dindan pe pellgargañ anezhi ha kas en-dro deomp dre bostel pe dre lizher : Ar Redadeg – BP15 – 35310 Morzhell / Mordelles
Ezhomm en deus ar Redadeg eus ho skoazell evit derc’hel da vezañ war un dro kengred, bevet a-stroll ha gant plijadur ! Ra vezo ur gouel dreistordinal gouestlet d’ar brezhoneg ! Kalon vat deoc’h ha trugarez da gemer perzh !
Titouroù ouzhpenn : Deuit e darempred gant Cyril
Respontit buan e berr gomzoù d’ar c’houlennaoueg dindan. Ar bodad labour a zeuio davedoc’h evit kaout resisadurioù ha kinnig un emgav deoc’h :
