Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Goulennaoueg Pal Redadeg 2020

Goulennaoueg Pal Redadeg 2020

Meurzh 9 a viz Here 2018

JPEG - 488.6 ke

Da youlidi ar Redadeg

Da gentañ penn e lâromp deoc’h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n’eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac’hanoc’h d’ur fest aozet d’ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc’h benn nebeut.

Ma plijfe deoc’h anveout gwelloc’h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac’hanoc’h da gemer perzh en hon emvod kentañ d’ar Sadorn 20 a viz Here, e Karaez, ivez.

- 10e-12e30 : degemer ar re nevez > ober anaoudegezh, aozadur ar Redadeg (live lec’hel ha live Breizh), respont d’ar goulennoù…
- 12e30-2e : pred rannet
- 2e-4e30 : emvod-meur ar Redadeg (digor d’an holl, met dav eo bezañ ezel(ez) evit votiñ).

Trugarez da lâret deomp an abretañ ar gwellañ hag-eñ veoc’h gwelet pe get.

Evidomp prientiñ hon emvod-meur bloaziek e kinnigomp deoc’h respont d’ur sontadeg berr. Hervezoc’h, petra eo palioù pennañ ar Redadeg evit ar bloavezhioù da zont ?

Trugarez da respont d’ar sontadeg en linenn d’ar Meurzh 16 a viz Here d’an diwezhatañ, amzer deomp dielfennañ an disoc’hoù a-raok an emvod-meur. Ho respontoù a sikouro ac’hanomp da zibab ha da dapout divizoù evit dazont ar Redadeg (war an aozadur, war an arc’hant, war ar c’hehentiñ…).

A wir galon,

Leïla Simon ha Jerald ar Gov, kenbrezidanted ar Redadeg

**************************************************************

Goulennaoueg Pal Redadeg 2020

Plac’h

Paotr

< 30

< 50

> 50

Ne ran ket

Un tammig

Mat a walc’h

Mat

Hoc’h alioù a zo goulennet ganeoc’h evit 3 zachenn a zo : Krouiñ liammoù / Dispign arc’hant / Kehentiñ. Hervezoc’h, petra a rankfe bezañ palioù pennañ ar Redadeg er bloavezhioù da zont (2019-2022) ?
Lakaat ur sifr eus 0 (n’eo ket pouezus) betek 5 (pouezus tre) evit pep kinnig.

Tem 1 : Krouiñ liammoù - prantad 2019-2022

Tem 2 : Dispign arc’hant - prantad 2019-2022

Tem 3 : Kehentiñ - prantad 2019-2022