Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Hentad Redadeg 2018 : Aozañ ho km

Hentad Redadeg 2018 : Aozañ ho km

Merc’her 25 a viz Ebrel 2018

Aozañ ho km !

- Evit sellout ouzh an hentad dre ar munud, KLIKIT amañ
Ma vez anavezet ho niverenn km genoc’h e c’hellit klask anezhañ war ar gartenn evit kaout titouroù resis : an devezh, un eurvezh...

An t-shirtoù ruz (t-shirtoù ar rederien) a vo roet dezho gant an oto kentañ ur wezh arruet dindan ar banell-km 10 munutenn a-raok ar c’hamioñs gant ar rederien. Roet e vo deoc’h an t-shirt ha displegadennoù surentez (non pas chom re dost eus ar c’hamioñs, chom prest da gemer ar vazh-test, redek etre ar c’hamioñs ha giton ar Redadeg a vo implijet...)

Ret eo deoc’h bezañ dirak panell ho km tro 15 munutenn a-raok an eur skrivet war ho km.

JPEG - 2.2 Me

- Titouroù ha surentez

- skeudenn an heuliadeg evit kompren an aozadur
JPEG - 1 Me

- Surentez ar vugale

Pellgargañ an teuliad surentez
Ret eo da gaout un den e karg deus ar vugale : o zud pe o c’helennerien evit ober war o zro.
Da lavarout :
* Tud e karg eus ar vugale a rank bezañ gant ar vugale hag un niver bras a-walc’h 5 ( 1 den evit 4 pe 5 bugel)
* Arabat eo lezel ur bugel e-unan war an hent pe lezel anezhañ da genderc’hel e-unan war an hent, evit-se :
- Un den gour a rank chom a-sav gant ar bugel pe kenderc’hel gant ar bugel,
- Ma chom a-sav an den gour e chom a-sav ar bugel.
* An hent a gleiz d’ar strollad rederien, bugale ha tud vras a rank bezañ harzet da vont a gleiz gant ur seizenn surentez ruz ha gwenn douget gant tud deuet. (Arabat eo lezel ur bugel da vont war an tu kleiz da skouer).

- Surentez war an hent evit an holl
1. Ar reder kentañ a rank chom pell a-walc’h diouzh ar c’harr-samm, da lavarout eo war-hed pemp metr d’an nebeutañ eus ar c’harr-samm,
2. Goude ar reder kentañ ez eus ur giton douget gant rederien a youl-vat hag a-dreñv ar giton ar strollad rederien,
3. A gleiz d’ar strollad rederien e vez peurliesañ ur seizenn surentez douget gant tud a youl vat evit mirout ouzh an dud da vont a-gleiz,
4. Dirak ar strollad rederien emañ ar c’harr-samm, hag a-dreñv dezho karr-samm ar surentez,
5. Dibaseal an heuliadeg-mañ zo aozet gant skipailhoù ar Redadeg,
6. Ne chom ket a-sav ar Redadeg er c’hroazhentoù ha dirak ar gouleier-ruz peurliesañ. Aozet eo an dremen ar c’hroazhentoù hag ar gouleier-ruz gant tud a youl-vat war vac’h-houarn pe varc’h-tan.

- Deuit 1/4 h a-raok eurvezh ho km da gaout ho t-shirt

- Chomit etre ar c’hamioñs hag ar rederien all

- Kaout un etev-goulaouiñ pe un etev tredan hag ur jiletenn surentez fluo gant bandennoù dasskedus evit gortoz an heuliadeg e-pad an noz

- Kontakt ar re a ra war dro lodennoù an hentad

Kemper/Gourin :
Bernez Kere - 06 79 09 23 04 - bernard.le-quere@laposte.net
Gourin/Klegereg :
Fulup Kere - 06 32 70 12 51 - fulupkere@orange.fr
Klegereg/Ploermael :
Joel Le Baron - 02 97 56 12 84 - fjlebaroncourtet@wanadoo.fr
Ploermael/Gwenvenez-Penfaou :
Jean-Michel Sanner - 06 08 73 16 85 - jean-michel.sanner@wanadoo.fr
Gwenvenez-Penfaoù/Muzilheg :
Corinne Rotach - 06 74 12 97 98 - rotachkorin@yahoo.fr
Muzilheg/Gwidel :
Yann-Charlez Caudal - 06 42 74 92 22 - yann-charlez.caudal@wanadoo.fr
Gwidel/Ar Faoued :
Mark Le Boité - 06 62 37 15 57 - marcleboite@yahoo.fr
Ar Faoued/Gwengamp :
Fulup Kere - 06 32 70 12 51 - fulupkere@orange.fr
Gwengamp/Montroulez :
Laure Vandenbroucke - 06 87 45 09 65 - lauresaliou@orange.fr
Montroulez/Plougerne :
Mael Thepaut - 06 23 32 78 70 - maelthepaut@hotmail.com