Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Kanaouenn 2018 : Galv

Kanaouenn 2018 : Galv

Gwener 12 a viz Mae 2017

Hetoù 2017

Piv a savo kanaouenn ofisiel 2018 ?

Kemerit perzh gant ho mignoned, ho strollad sonerezh pe ho klasad o krouiñ ur ganaouenn leun a startijenn evit reiñ youl d’ar rederien !

Deiziataer :

  • 15/09 : distro ar c’hinnigoù (pozioù + maketenn kempenn)
  • 17/09 : rakdibab ar c’huzul-merañ (an holl ganaouennoù a glot gant keier ar c’hargoù)
  • 20/09 : lakaat ar c’hininigoù enlinenn,
  • 20/09 -> 30/09 VOTADEG FORAN dre Internet (10 zevezh evit votiñ)
  • 02/10 : embann an disoc’hoù
  • Here 2017 : sevel un enrolladenn kempenn da vat ma zo ezhomm

Piv a c’hello votiñ ?
Votadeg foran a vo aozet evit choaz, digor d’an holl. Ur vouezh dre chomlec’h IP

Kaier ar c’hargoù :

Tem : Brezhoneg ha plijadur
Brezhoneg liesliv, rannyezhoù ar brezhoneg war wel
Lusk : Lañsus, lusk mat evit redek, evit kanañ en ur redek. A-bouez eo e trefe evit reiñ youl d’an dud pa vezont o redek ha n’eo ket evit selaou dirak ul leurenn nemetken.
Pozioù : Menegiñ ar Redadeg er pozioù hag en diskan. Diskan aes da ganañ, efedus hag a zistro alies. Simpl da zeskiñ.
Enrolladenn : Ur vaketenn brop met pas a-vicher dre ret.
Termen : Termen diwezhañ evit kas deomp ar pozioù hag ar vaketenn : 15 a viz Gwengolo 2017.

Mat da c’houzout :

Gwirioù
Implijet e vo ar ganaouenn war an hent evit luskañ Redadeg 2018.
Ar ganaouenn a c’hallo bezañ implijet gant pep hini evit brudañ ar Redadeg e-barzh filmoù, gouelioù a bep seurt... Ur c’hlip a vo graet gant ar ganaouenn, implijet e vo evit brudañ ar Redadeg, pe evit traoù all evel "flashoù mob" gant ar re yaouank...
Kaset vo d’ar skolioù evit lakaat bugale a bep seurt liveoù (skol-vamm, skol kentañ derez, skolaj, lise) da zeskiñ anezhi gant plijadur.
Gallout a raio bezañ implijet ganeoc’h ma vez enrollet ur bladenn pe war ul leurenn.

Frejoù
Ne vo ket paeet ar grouidigezh met gallout a raio ar Redadeg difrejañ ar c’houstoù liammet gant ar ganaouenn dibabet. Da skouer : feurmiñ studio enrollañ, frejoù hent, goproù-arzour (1500€ d’ar muiañ, ret vo kaout fakturennoù).
Diwall : ne vo ket restaolet frejoù ar c’hanaouennoù ha na vefont ket bet dibabet.

Sonadegoù
Pedet e vo ar strollad da ganañ ar ganaouenn ofisiel evit dibenn ar Redadeg e Plougerne, d’ar Sadorn 12 a viz Mae 2018. Gellout a raio bezañ pedet war leurenn loc’hañ ar Redadeg e Kemper, d’ar Gwener 4 a viz Mae 2018.

Kanaouennoù all
Ul label ofisiel a vo d’ar ganaouenn dibabet, pezh ne viro ket ouzh tud all da sevel tonioù pe sonioù all. An neb a garo a c’hello implijout ar re-se ivez e-kerzh an heuliadeg.

CD Best of 10 vloaz Redadeg
Ur CD zo war ar stern gant kanaouenn kozh ha nevez. Plijout a rafe deomp embann kanaouenn ofisiel 2018 war ar CD-se. Evit-se e ranko bezañ brav kalite an enrolladenn kaset deomp e miz Gwengolo. Gallout a raio ar Redadeg goulenn embann er CD kanaouennoù all bet war ar renk.

Goulennoù ouzhpenn ho peus ? Kit davet Katelin : 09 61 20 26 11 – 06 71 23 36 42 / darempred@ar-redadeg.bzh

Evit derc’hel soñj hag evit ar blijadur

2014 : An Alambadeg, gant Alambig Elektric
2016 : Huch ’ta gant Adaozik ha skolaj Diwan Gwened