17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kemennadenn 2016

KOMZIT ‘TA SONERIEN !

A-viskoazh eo bet ar Vretoned rederien-mor, foeterien-bro, rederien
marc’h-houarn. Hiziv ez eus tu embann fraezh ez eo ar Vretoned ivez rederien
war droad, brezhonegerien en o sav, un troad ganto en amzer-vremañ hag unan
all en amzer da zont, tud hag a ziskouez bezañ mennet da sevel ur gevredigezh
diazezet war al liesseurted hag ar frankiz, brezhoneg leizh o genoù.

Gourc’hemennoù d’ar strolladig tud en deus kredet kas da benn ar raktres follmañ.
Ar Redadeg a lak ac’hanomp da vont dreist d’ar pezh a soñje deomp bezañ posupl. Neuze pa seblant teñval dazont hor yezh, soñjomp ‘ta e teu hag e teuio an dikoulmoù dre unaniñ ha labourat a-stroll.

Labourat a-stroll, amañ er vro ! An dra-se a zo bet komprenet gant ar sonerien. 70 vloaz ‘zo, pa ne chome nemet ur c’hant soner bennak gouest da seniñ daou-ha-daou, ’oa bet savet Bodadeg ar Sonerion hag ar Bagadoù. Hiziv an deiz eo ouzhpenn 10 000 a dud a son, a zesk hag a gelenn sonerezh ar vro. Pebezh taol kaer eo hini BAS !
Adperc’hennet eo bet hor sonerezh, greomp kement-all bremañ gant hor yezh !
Deuet eo ar poent !
An destenn-mañ a zo savet gant daou soner, bet pedet gant aozerien ar Redadeg d’ober ar bazhvalan etre ar sonerien hag ar vrezhonegerien. Ur gouel a lidomp hiriv, un darvoud pouezus, piv a oar... un eured marteze ! Evit redek eo dav kaout anal, evit seniñ ivez ! Graet e oa ar Redadeg hag ar sonerien evit en em gavout ! Hiriv e Lokoal e lidomp ar sonerezh hag ar yezh a-gevret, maget an eil gant egile.

Evel m’eo bet saveteet hor sonerezh dre c’hwezhañ kreñv er binioù hag er vombard, ra vo ganeomp, sonerien, adperc’hennet bremañ hor yezh evit ma vo roet d’ar brezhoneg ar plas dleet dezhañ er bagadoù, er gevredigezh, er vuhez foran hag en holl skolioù e Breizh. Komzit ‘ta sonerien !
Ur gouel eo hiziv, ur gouel war ton ar spi hag ar stourm. Siwazh ne c’hellomp ket fiziout er stad c’hall nag e-barzh e bolitiklaeron evit saveteiñ ar brezhoneg. An diouer a emrenerezh politikel e Breizh a lak pep hini ac’hanomp da zougen dazont hor yezh. Brav eo, zoken ma seblant ponner ar garg-se devezhioù ‘zo.

Hor stourm evit ar yezh a zo modern-tre. Pa stourmer evit ar brezhoneg, pa gomzer brezhoneg, e labourer evit al liessyezhegezh er bed, an digor spered ha zoken an demokratelezh en ur Republik kilhet el latar ha dic’houest da zegemer al liesseurted evel ur binvidigezh. Pa stourmer evit ar brezhoneg e stourmer evit ar Vretoned met ivez evit mab-den a-gevret gant pobloù all.
Stourmomp gant fiziañs ha stourmomp laouen ! Hor yezh a vag hon nerzh diabarzh, hor youl, hor c’hoant krouiñ, hor c’hoant seniñ !
A-benn warc’hoazh e vo deiz hag e vo kendalc’het da gomz brezhoneg.
A-benn daou vloaz e vo deus ar Redadeg, ha kendalc’het e vo da redek.
Redek evit yac’haat, evit emskiantekaat, evit kelaouiñ, evit kennerzhañ. Redek evit dibikouzañ ar re difoutre ha diseblant. Redek evit en em welet, evit bezañ gwelet ha klevet, evit komz ha reiñ da c’houzout ez eus deus ar brezhoneg. Na c’hortozomp ket daou vloaz evit kas pelloc’h stourm ar brezhoneg. Stourm dre galetaat ha n’eo ket dre vlotaat ! Adal fenoz, pa zistroimp pep hini d’ar gêr, hag ac’hann da zaou vloaz Komzomp brezhoneg d’hor bugale, na laoskomp ket ar brezhoneg bezañ yezh ar skolioù nemetken.
Deskomp brezhoneg, sikouromp hor familhoù ha mignoned tost deus ar yezh d’ober ganti. Selaouomp brezhoneg er skingomz, er skinwel ha ledomp ar brezhoneg er straedoù, er stalioù, er c’hevredigezhioù, war ar rouedadoù sokial, silomp hor yezh e kement lec’h a zo !
Roomp e blas d’ar brezhoneg en hor bagadoù, en hor c’helc’hioù keltiek.
Krouomp e brezhoneg war bep tachenn.
Ha karomp e brezhoneg !

Konogan an Habask – Youenn Chapalan
Kemper d’an 28 a viz Ebrel 2016