17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kemennadenn 2021

Ar vazh eilañ a zo kaset a zorn da zorn eo arouez ar yezh, deuet deomp a rummad da rummad a-hed ar c’hantvedoù. Ur skrid a zo e-barzh ar vazh. Dalc’het kuzh eo anv ar skridaozer ha danvez an destenn betek kêr an dibenn e-lec’h ma vo lennet ur wech erru ar rederien.

Setu an destenn a zo tremenet eus Karaez d’an 21 a viz Mae a vro da vro betek Gwengamp d’an 29 a viz Mae. Don ha fromus eo ar gemennadenn skrivet gant Gwenola Coic ha Tomaz Laken war tem ar bloaz "Deus’ta Mignon !".

An destenn da bellgargañ : QR-kodoù hom milendall