Kinnig labour Kenurzhier.ez pleustrek
Post labour Kenurzhier.ez pleustrek
Post Amzer leun – Kevrad termenet gant termen amresiz evit un erlec’hiadenn ehan kleñved
Post labour e Karaez pe e pell-labour
Rann E (coef 325) emglev ar buheziñ (ECLAT) - 2318€ kriz/miz
Labourat a raio an den dindan aotrouniezh rener ar gevredigezh.
Deiziad kregiñ : 14/09/2026
Kefridi pennañ
• Heuliañ ar bodad niverel
• Heuliañ ar skipailhoù lec’hel a-benn sevel an hentad ha heuliañ ar benveg gwerzh km
• Merañ ar c’hloud (teknik, reñkan an doseroù)
• Darempred gant an tiez-kêr : titouriñ diwar-benn tremen ar Redadeg, skoazellañ ar skipailhoù lec’hel evit an diskleriadennoù tremen ha logistik, ar werzh km
• Kemer perzh er preder evit aozañ Redadeg 2028
• Sevel rentaoù-kont
• Merañ ar stokoù dafar
Barregezhioù gortozet
• Live brezhoneg (B2) ha galleg mat dre skrid ha dre gomz
• Mestroniañ mat tre bed an urzhiataerezh
• Yezhoù all (kastilhaneg, saozneg, euskareg, kembraeg, okitaneg, galaoueg...) a vo deuet mat
• Kaout an aotre bleniañ
Doare den
• Den youlek gant startijenn, kiriek ha frammet mat
• Emren ha gouest da labourat h-e-unan pe en ur skipailh ha gant an dud a-youl-vat
• Bezañ urzhiet, gouest da steuñviñ al labour, doujañ ouzh an termennoù lakaet hag anavezout an traoù mallusañ.
• Den gouest da ginnig mennozhioù nevez evit diorren an darvoud hag ar gevredigezh
• En h-e aez evit kaozeal dirak an dud
Aozioù labour
• Labour a bell peurliesañ gant ar youlidi hag ar rener (labour dre bellgomz, dre bostel) nemet ma vo posupl labourat e Karaez
• Labour war an dibenn-sizhun ha diouzh noz a-wechoù (emvodoù, eskemmoù gant ar youlidi, dre bellgomz pe dre bostel)
Evit lakaat ho anv
📩 Lizher ha CV da gas a-raok ar 24/08 da :
fulup@ar-redadeg.bzh
Titouroù : 06 51 86 98 59










