Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Km Redadeg diouzh noz : penaos ober ?

Km Redadeg diouzh noz : penaos ober ?

Lun 17 a viz Mae 2021

Prenet ho peus ur c’hm diouzh noz etre 9e noz ha 6e mintin ?

km-888En em c’houlenn a rit penaos ober ha mall zo warnoc’h skoulmañ ho lasoù, lakaat ho short ha t-shirt ha dreist-holl ho lien-kein gant ho niverenn km ?

Gant ar c’heulfe a vo etre 9e noz ha 6e mintin ne vo ket tu deoc’h redek ho km e-pad an noz siwazh.

Ho kinnig a reomp doareoù all d’ober :

1/ pe mont da redek e-pad an deiz e-lec’h ho peus c’hoant d’ober war an hentad, (e-kichen ho panell da skouer pe en ur gemer anezhañ), tapit ur poltred pe ur video ha kasit an diell deomp, lakaet ’vo enlinenn. Mont en-dro ar Redadeg niverel e 5 lankad.

2/ Deuit da redek e-pad an deiz en ul lec’h all, gant ur c’hm all.
Ar c’hilometradoù dieub zo gwer, chom a ra lod anezho, marteze tost eus ouzoc’h ?
Pe ma vez glas pe mouk pep tra e ouzomp ez eus kmoù a zo bet arc’hantet gant tud evit souten ar brezhoneg met n’int ket evit redek anezho. Kinnig a reomp deoc’h dont da redek anezho evidoc’h hag evit ar prener. Leunait ar furm-skrid dindan evit titouriñ ac’hanomp.

Lakait ur sell war gartenn enlinenn an hentad evit dibab ur c’hm.

Km d’an noz : penaos ober ?

Kemerit perzh er Redadeg
Lakait hoc’h anv evit bezañ galvet en-dro gant tud ar Redadeg. Resisaet e vo ho c’hoantoù.