Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Mod implij : Cheñchamantoù 2020 evit merañ ho prenadenn(où)

Mod implij : Cheñchamantoù 2020 evit merañ ho prenadenn(où)

Yaou 30 a viz Ebrel 2020

Enlinenn war eeun e c’hallit gwiriekaat, reizhañ, klokaat titouroù ho profil

Penaos ?
Ret eo mont war lec’hienn ar Redadeg sellet ouzh roll prenerien 2020

Ul lec’h "klask" ez eus evit kavout hoc’h anv pe niv ho km. Ur wech kavet, klikit war ar c’hreion a zehoù ha kendalc’hit oc’h en em gevreañ war ho kont gant ho ger kuzh.
Ma n’ho peus ket krouet ho kont c’hoazh, grit an dra-se bremañ ha kasit ho chomlec’h postel da : darempred@ar-redadeg.bzh. Liammet e vo ho kont nevez krouet gant ho prenadenn.

Evit ober petra ?
1/ kaout ar fakturenn pe an testeni evit an tailhoù : ho chomlec’h post hon eus ezhomm d’an nebeutañ evit sevel dielloù 2019 evidoc’h (evit re 2020 e vo tu pellgargañ an diell war-eeun). Un niverenn bellgomz evit tizhout ac’hanoc’h a vo mat deomp ivez.

2/ evit ho pruderezh : Lakaet ’vez ho perzh war wel war hor pajenn "Prenerien 2020". Gallout a rit ouzhpennañ liammoù ho lec’hienn internet, pajenn facebook ha twitter, ha titouroù e brezhoneg hag e galleg evit bezañ gwelet muioc’h.

3/ dizkouezh anv ar reder a zougo ar vazh test : evit pep km e c’hallit diskouezh piv a redo hag an anv da skrivañ war ar panell.

4/paeañ dre gartenn vank daoust m’ho poa dibabet paeañ dre chekenn enlinenn : war bajenn "ma frenadennoù" e c’hallit cheñch an dibab eus "chekenn" da "gartenn-vank" ha klikañ a-zeou e traoñ ar bajenn evit paeañ dre gartenn.

5/ gwiriekaat an titouroù diwar benn ho paeamant ha mard eo enkefiet ar chekenn ha pegoulz.