8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

Programm gouel degouezh 2026 - Naoned

Erru eo an deiz bras ! D’ar 16 a viz Mae 2026 e echuo ar Redadeg he redadeg vras evit ar brezhoneg e Naoned. Emgav e Park ar Chanterioù evit degemer ar vazh-test ha lakaat a-stroll hor yezh da vevañ.
Adalek 12e e vo digor ar Gêriadenn : boued, evajoù hag abadennoù evit an holl.
Sonerezh a-feson a vo klevet war div leurenn :

Leurenn Liger : Nolwenn Korbell, Startijenn, Eben, hag ur bern arzourien all.
Leurenn Neviou  (adalek 7e30) : Gregailh, Plouz & Foen feat. RTZ Kolektiboa...

Reder·ez.ed, harper·ez.ed, tud kurius, deuit niverus da rannañ ar mare istorel-mañ !
Mont-tre digoust
Setu programm ar gouel :
Programm gouel an degouezh Naoned

JPEG - 462.3 kio

Titouroù pleustrek :

🚗 Kenweturiñ : Implijit ar savenn evit kinnig pe gavout ur blasenn.
🚄 Trenioù :
🚌 Bus :
🚋 Transportoù kêr Naoned
🛌 Kousket / Lojeiz : Mont en darempred gant Ofis touristelezh Naonedevit kavout ul lec’h kousket.

Deus da lidañ ar brezhoneg ganeomp !