Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Post-labour a-youl vat - SkaRour

Post-labour a-youl vat - SkaRour

Merc’her 5 a viz Mae 2021

SkaRour - ezel Skipailh Kreiz ar Redadeg

SKaR Dream Team 2018

Reskont dre bostel a-raok an 20/04/2021 : skarr@ar-redadeg.bzh
Bodad-tuta d’ar Sadorn 24/04/2021 e Gwened (Gouarnit an deiziad-se mard oc’h é soñj lakaat o anv er SKaR21 !)

Kargoù pennañ
Kemer perzh en ur SKaR a-bad Redadeg 2021, noz ha deiz, e-pad 2 020 KM, é kenlabourat get ar SkaRoù arall hag ar skipailhoù lec’hel.

Kargoù dre vras

  • Gober àr-dro surentez heuliadeg ar Redadeg.
  • Sikour get ar skipailhoù lec’hel da gas an heuliadeg da benn.
  • Gober ar liamm etre ar skipailhoù lec’hel, pa vez cheñchet skipailh.
  • Heuliiñ an heuliadeg, a-dost pe a-bell, adal ar loc’hiñ betek an degouezh, hervez an ezhommoù diskleriet get ar skipailhoù lec’hel.

Aozioù-labour

  • Eurioù-labour : adal ar Gwener 21/05, 9e00 vintin, betek ar Sadorn 29/05, 8e00 noz.
    Prantadoù 7 euriad, noz ha deiz : 7 euriad er Redadeg, 7 euriad tost doc’h ar Redadeg en oto SkaR 1, 7 euriad pelloc’h doc’h ar Redadeg en oto SkaR 2 ha 14 euriad evit diskuizhiñ.
  • Labour a-skipailhoù : get izili ar SKaR (3 den), get ar SkaRoù arall (5 SKaR en holl), get skipailhoù lec’hel ar Redadeg, get an dud e penn ur lodenn ag an hentad, get ar genurzherion hag ar brezidanted.

Barregezhioù rekis

  • Bout brezhoneger en e aes.
  • Aotre vleniiñ dre ret.
  • Bout dijabl adal ar 21/05, 9e00 vintin, betek an 29/05, 8e00 noz.
  • Bout sportour.
  • Anavet ar Redadeg hag he monet en-dro.
  • Bout bet kemeret perzh er Redadeg.
  • Bout koupabl :
    • da labourat get ar re arall
    • da veviñ a-stroll, en ur skipailh 3 den a-bad ur sizhuniad hep ehan,
    • da aoziñ e labour,
    • da zaremprediñ get an dud,
    • da gemer intrudu,
    • da vout prim,
    • da vout beugon,
    • da veriñ ar stres hag an dizemglevioù,
    • da vout diplomat, hegarat, seven, chichant, kontant...

Gopr ha frejoù
A youl vat eo ar post-labour. N’eus gopr ebet da c’hounit, nemet plijadurioù e-leizh.
Frejoù bod, hent ha boued a vo kemeret e karg get ar Redadeg e-pad ar sizhuniad.

 
SKaR 2018