Prest eo bier* Redadeg 2024 !
Un dikedenn dibar evel-just, met ar bier ivez a zo dibar, pa eo bet fardet a ratozh-kaer evidomp gant ar vreserezh Sklent, staliet e Landerne. Krouet eo bet e brezhoneg, da vare un abadenn tañva er vreserezh. Dibabet hon eus fardañ ur bier melen-kouevr, blazet mat hep na vefe re greñv (5 % alkool). Ur bier bio fardet gant heiz ar vro, da evañ gant « moderasion » (pe gant unan bennak all) evel-just.
Gwerzhet e vez 6€ ar voutailhad 0,75l. Kit e darempred gant ar skipailhoù lec’hel evit kaout boutailhadoù. Kavet e vo ar bier evel holl produioù Ar Redadeg war ar marc’hadoù Nedeleg.)
* evit gant muzul, evit dre voder.
