17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Prest oc’h da redek ho km ?

Kemer perzh en darvoud-mañ gant un tamm a follentez en ur vont treuzwisket, niverus, gant sonerezh... Se zo plijadur ar Redadeg. Koulskoude ret eo da bep hini soursial ouzh ar surentez ivez.

An heuliadeg

Evit ar re a gemero perzh evit ar wech kentañ, setu penaos e vo an heuliadeg :

Heuliadeg / Convoi

An oto kentañ a dremeno a-raok ar c’harr-samm buheziñ hag ar youlidi a zo enni a roio deoc’h an all titouroù ho po ezhomm evit redek ho km. Int :

  • a ditouro ac’hanoc’h e-pelec’h ’mañ erruet ar c’harr-samm buheziñ (dale pe lañs)
  • a wirieka m’ho peus ho tosar niverennet (m’ho peus c’hoant da gaout meur a hini e c’halloc’h ivez moulañ ha livañ lod all. (Moullit ho tosar). Un digarez a-feson da bediñ ho mignoned, ho familhoù ha ho kenlabourerien da redek ganeoc’h evit lidañ hoc’h engouestl evit ar brezhoneg !
    An hini nemetañ/nemeti a vioc’h o tougen ar vazh-test ofisiel a raio an 2222 km eus Beg ar Raz da vMontroulez. Gellout a rit pediñ ar re a zeuio ganeoc’h da sevel o bazh-test dezho : Savit ho pazh-test. Ul labour-dorn brav didius ha pedagogel da ginnig d’ho pugale ha bugale vihan ivez !

Kemer ar vazh

panell km214 - 2021 panell kmMar plij bezit war al lec’h ur c’hardeur a-raok an eur tremen e-kichen ho panel (Sellit ouzh ar gartenn enlinenn evit kaout lec’h resis ho panel km ha klikit war ar c’hlogorennoù livet a zo a-hed an hent).

  • E-pad an devezh, chomit pell eus ar c’harr-samm buheziñ mar plij, 10 metrad hent etre c’hwi hag ar c’harr-samm eo mat.
  • E-pad an noz, na zisoñjit ket ho jiletenn velen hag ho lampoù chakod pe lampoù-tal ha chomit pell eus ar c’harr-samm buheziñ mar plij, 5 metrad hent etre c’hwi hag ar c’harr-samm eo mat.

Dav eo d’ar c’harr-samm heuliañ ho lusk ha n’eo ket ar c’hontrol !

Savit uhel ar vazh-test... evit ar foto !

Evezhiañs

Tudenn mamm-gozhBrav e vo an aergelc’h sur a-walc’h met chomit war evezh pa baouezit da redek. Chomit war du dehoù an hent ha diwallit evit treuziñ an hent ha bale war bord an hent da c’houde. Touellet e c’hellfec’h bezañ gant an otoioù : forzh peur e c’hell c’hoarvezout traoù dic’hortoz.

Atebegezh

Tudenn plac'higNa laoskit ket ur bugel redek betek pell diskrog, chom a rit atebek deusoutañ/deusouti. Ne c’hello ket tud ar redadeg ambroug anezhañ/anezhi.
Ma laoskit ho pugel bras (dindan 18 vloaz) da redek diskrog, leugnit mar plij ar folenn aotreañ goulennet gant ar prefetioù. Roet e vo da garr kentañ an heuliadeg. (amañ evit pellgargañ).

Mall zo warnomp gwelout ac’hanoc’h war hentoù Breizh. Prientit ho potoù-sport, ho mousc’hoarzh brav-kaer, al loc’hañ zo tost !

Betek an trec’h !