17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Programm degouezh 2024 e Montroulez

Eus an 23 d’ar 25 a viz Mae, deuit evit lidañ degouezh Redadeg 2024 goude bezañ redet 2222 km a-dreuz Breizh 5 departamant.
Teatr, kontadennoù, bagad, kanaouennoù ar skolioù, kanaouenn ofisiel 2024, sonadegoù, fest-noz, dañsoù... Peadra evit kaout plijadur !

KAMPIÑ e MONTROULEZ D’AN NOZ GOUDE DEGOUEZH AR REDADEG

Da-geñver degouezh ar Redadeg d’ar 25 a viz Mae 2024 e Montroulez e kinnig KLT - Ti ar Vro Montroulez d’ar re a gemer perzh staliañ o zeltenn, ma fell dezhe, war un dachenn a servijo da dachenn-gampiñ evit an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz Mae nemetken. Tachenn sport stad Keranrouz an hini zo kinniget, nepell diouzh ar blasenn Charles de Gaulle hag ar Manu, e-lec’h ma vo gouelioù ar Redadeg.

Evit lakaat e anv n’eus nemet leuniañ ar furmskrid a-espres d’ober. Kentañ enskrivet, kentañ servijet (200 den d’ar muiañ!). Sete arabat gortoz ar poent diwezhañ.

Skritell programm degouezh 2024 Montroulez