Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Programm degouezh Redadeg 2021

Programm degouezh Redadeg 2021

Meurzh 15 a viz Mezheven 2021

Programm an degouezh
Tost achu eo ar Redadeg ! D’an 29 a viz Mae e vo degouezhet ar rederion e Gwengamp !
Ur vanifestadeg e vo aozet get Ti ar Vro Gwengamp.
Ul lec’h emgav a vo kinniget etre ar vanif ha heuliadeg ar Redadeg

Kartenn kmoù diwezhañ ar Redadeg
km diwezhan

Kavout a rit ar steuñv dindan

kartenn degouezh 2021

Hentad resis (ruz evit ar vanif ha gwer evit ar Redadeg)

- Evit ar vanifestadeg : emgav e ti Gar Gwengamp da 1e00

kartenn degouezh 2021 - manif 1

- Emgav get ar Redadeg da 3eur : km 2011
DIWALLIT ! Ret eo vo d’ar manif gortoz tremen ar Redadeg e Stad ar Roudourou a-raok mont kuit !
kartenn degouezh 2021 - manif 2

- Degouezh el liorzh foran da 4eur
kartenn degouezh 2021 - manif 3

KEMENADENN DA LENN !

Penaos e tremeno emgav disadorn ?

Ar Redadeg eo arouez barregezh pobl Breizh da gemer e karg he zonkad hec’h-unan, da arc’hantaouiñ raktresoù a ro tro d’ar brezhoneg da vevañ en diavaez eus an amzer skol, daoust d’un endro bonreizhel enep.

Barregezh Breizhiz d’en em verañ, d’ober Breizh, a vo lidet war un ton bras en ur sevel ur riblennad tud a rento enor d’ar Redadeg adalek 3e gm (KM 2011) a-hed bali Mendes France, betek ar Roudouroù.

Ar gejadenn-se etre ur vanifestadeg veur, hini ur bobl en he sav, peoc’hus ha dellezek, gant ar Redadeg, a zo arouez ur youl stroll da lakaat hor yezh da vevañ hag a zle skeiñ spered an holl dud a fell dezhe ren an ober publik e Breizh ha lakaat anezhe d’en em ouestlañ da vat.

Ra zeuy awen evit sevel dre ar fedoù, dre an ober, dazont ar brezhoneg, gant ur statud ofisiel, en ur gemer e karg koustoù hag intruduoù liammet gant stad divonreizhel an hentenn dre soubidigezh, nann anzavadur an arouezennoù diakritek. Kement-mañ a vo graet en ur c’houlenn groñs peadra da vestroniañ amañ e Breizh, eus Brest betek Klison, ar c’helenn brezhonek hag an holl varregezhioù a denn d’ar politikerezh yezh dre an « Emglev Stad-Rannvro evit yezhoù Breizh hag o implij er vuhez foran »

Pa zeuy er-maez ar Redadeg eus sportva ar Roudouroù e talc’ho ar c’haloupadenn en ur aergelc’h familh betek al liorzh foran evit lid ar Redadeg a roio bep a chekenn d’ar raktresoù arc’hantaouet gante ha lennet kemmenadenn ar vazh-test, graet ganti tro Breizh en desped d’ar c’hleñved-red ha d’an Ao Blanquer.

Trugarez vras da zoujañ d’hon emzalc’h ha d’hon tro-spered, kement ha da hini ar Redadeg ha da heuliañ ar pezh zo kinniget.

Dilun e talc’himp gant ar stourm.