Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Programm loc’hañ Redadeg 2021

Programm loc’hañ Redadeg 2021

Lun 24 a viz Mae 2021

Plasenn Champ de Foire, 29270 Karaez D’ar Gwener 21 a viz Mae, da 6e gm betek 8e gm

LOC’HAÑ AR REDADEG 2021 !

Programm Loc'hañ Karaez 2021Program :
2e20 - 5e40 : Gweladenniñ Vorgium e brezhoneg (dav lakaat e anv)
Gweladennoù 30mn gant strolladoù 9 den da 2e20, 3e, 3e40, 4e20 ha 5e.
Goût hiroc’h : www.vorgium.bzh
Lakaat e/hec’h anv : mediation.vorgium@poher.bzh
6e - 8e : Abadenn loc’hañ ar Redadeg de la Redadeg
6e - 6e15 : Degouezh ar vazh-test war al leurenn
6e15 - 7e : Taol-rond gant dilennidi hag aozerien
7e - 7e15 : Kemennadenn e-barzh ar vazh-test ha kanaouenn ofisiel
7e15 : Loc’hañ ar Redadeg 2021 !
7e15 - 8e : Troioù ar Redadeg e kêr Garaez, dibunadeg gant Bagad Karaez ha tonioù sonerezh gant Lies
8e : Kuitaat a ra ar Redadeg Karaez, fin an abadenn er c’hreiz-kêr
Evit mann !

Vorgium e brezhoneg

Vorgium, 5 ru Doktor Menguy, 29270 Karaez
D’ar Gwener 21 a viz Mae, da 2e20 gm betek 5e40

VorgiumDont a rit da Garaez evit loc’hañ ar Redadeg digwener ? Profitit evit dont un tammig abretoc’h ha mont da weladenniñ ar greizenn-displegañ arkeologel Vorgium e brezhoneg !
C’hwi a ray anaouedegezh gant istor pinvidik galian-ha-roman Karaez, anvet Vorgium gwechall, gant an doare tier a oa d’ar mare-se, gant doursan ar gêr, plas Karaez-Vorgium e istor Breizh...
Gweladennoù 30mn gant strolladoù 9 den da 2e20, 3e, 3e40, 4e20 ha 5e.
Goût hiroc’h : www.vorgium.bzh
Dav lakaat e/hec’h anv : mediation.vorgium@poher.bzh
Evit mann eo !

Gouloù e Rostrenn

Garaj Ar Fiselerezh, 39 ru Olier Perrin, 22110 Rostrenenn
Eus an 18 betek an 29 a viz Mae

Gouloù RostrenAn arzour Grego Barbedor hag ar strollad Laps a ginnig deoc’h un abadenn "Keyframes" gant gouloù e Rostrenenn evit tremen ar Redadeg. Er garaj Duro (Ar Fiselerezh) e vo staliet, 39 straed Olier Perrin.
D’ar meurzh 18 ha d’ar merc’her 19 a viz Mae e vo staliet an traoù. Gellet a rit tremen evit komz gant an arzour. Hag adalek ar yaou 20 a viz Mae ha betek an degouezh e Gwengamp, d’ar sadorn 29, e chomo ar gouloù staliet a-dreñv d’ar prenestr-stal. Deuit d’ober un tamm tro !
Aozet gant Raok da geñver tremen ar Redadeg 2021 e Kreiz-Breizh. A-drugarez da zegemer ar Fiselerezh evit al lec’h hag an traoù prestet gant ar gevredigezh. Mersi bras dezhi adarre !
Goût hiroc’h war ar "Keyframes" hag ar strollad Laps : https://groupe-laps.org/projets/keyframes/

Erwan Lhermenier : Abadenn evit an holl divyezhek

Plasenn an Iliz, 22160 Kallag
D’ar Sadorn 22 a viz Mae, da 8e30 à 12e

Erwan lhermenierEvit tremen ar Redadeg ha da geñver ar festival In Cité e Kallag e kinnig La Fourmi-e ha Raok un abadenn divyezhek evit an holl gant Erwan Lhermenier.
"Echo SystM" a ginnig ur sonerezh awenet diwar hengounioù dre glevet ar bed. Ur sonadeg dudius ma vez implijet ar plant, trouzioù al loened, ar vein hag un nebeud teknologiezhioù.
8e45 - 9e15 : Tremen ar Redadeg
9e45 : Abadenn divyezhek Erwan Lhermenier
11e : Lid freskenn Nespoon e kêr