Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Raktres ar skolioù

Raktres ar skolioù

Meurzh 10 a viz Here 2017

Ar Redadeg a lid he 10 vloaz

PNG - 214 ke
reder

Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg e kinnigomp d’ar skipailhoù pedagogel a blijfe dezho kemer perzh e Redadeg 2018 oc’h aozañ darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg.

Evit gwir, pelloc’h c’hoazh eget lakaat ar vugale da gemer perzh er Redadeg, ar pezh a chom un dra bouezus-kenañ ha plijus evito, e soñj dimp ez eo ar Redadeg un digarez a zoare evit lakaat war wel al labour graet gant ar skipailhoù pedagogel ha talvoudekaat anezhañ. Evel-se e vo tennet splet eus an darvoud evit komz ha lakaat komz eus ar brezhoneg tro-dro deoc’h.

Ar Redadeg zo un digarez efedus-tre da ziskouez hor youl da gas hor yezh war-raok gant ur skeudenn bozitivel ha gant startijenn. Dre-se e c’hall reiñ d’an dud c’hoant da zeskiñ hor yezh ha da dreuzkas anezhi.

Setu an teul evit displegiñ deoc’h penaos kemer perzh en ur sevel chadenn skolioù Breizh.

JPEG - 2.6 Me
raktres bzg 2.6 Me (JPEG)

Muioc’h a ditouroù : Tifenn Siret - tifenn@ar-redadeg.bzh