Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Redadeg enlinenn : Mont en-dro

Redadeg enlinenn : Mont en-dro

Meurzh 15 a viz Mezheven 2021

Rediet omp bet cheñch doareoù ober ar bloaz-mañ ha ne vo ket ur Redadeg evel boaz, anat deoc’h. Koulskoude omp laouen memestra da vezañ gouest da zelc’her an darvoud e 2021 ha gant ar memes hentad hag an hini raktreset (e-pad an deiz atav) e 2020. Spi hon eus reiñ ar sammadoù bet prometet da Ziwan ha d’ ar raktresoù 2020 a oa bet dibabet gant hor c’huzul ar re fur, ar sammad a bezh pe ar muiañ posupl, hervez an disoc’h.

Dav vo redek hervez ar reolennoù surentez a-vremañ ha doujañ ouzh eurioù ar c’heulfe a-hed ar Redadeg. Ur Redi eo ha klasket hon eus diskoulmoù.

Evit ar re o deus prenet ur c’hm etre 6e ha 9e noz.
Emgav e lec’h ma vo staliet ho panell km d’an devezh ha d’an eur raktreset !. Lennit ar reolennoù surentez ha yec’hedel.

Evit ar re o deus ur c’hm da redek etre 9e noz ha 6e mintin, meur a zoare d’ober a ginnigomp deoc’h :
- pe redek war ur c’hm raktreset e-pad an deiz ha prenet gant un den all ha ne c’hello ket redek anezhañ. Mar plij lavarit deomp en ur leuniañ ar furmskrid.
- pe redek en hoc’h endro deoc’h, en ho jardin pe ho tapis redek, e-lec’h ho peus c’hoant ha kemer perzh er Redadeg enlinenn. N’eo ket ret da zoujañ an devezh pe an eur tremen raktreset e penn kentañ war hentad 2021.
- pe dibab ur c’hm en ul lec’h all vez kavet kmoù dieub

Mont en-dro ar Redadeg enlinenn

1. Prenit ur c’hm enlinenn ma n’eo ket graet c’hoazh.

Parcours moukait ar gartenn FrDibabit ur c’hm dieub, unan wer war hor gartenn enlinenn. Gant ar redadeg niverel-mañ n’eo ket ur redi da redek anezhañ war al lec’h. Kemerit ur c’hm ha redit e lec’h ho peus c’hoant ! Londrez, Pariz, Marsilha pe New-York zoken, ar mennozh eo kemer perzh !

2. Moullit al lien-kein ha skrivit ho niverenn km.

Dossard / keinennEvit abegoù yec’hedel e kinnigomp da bep reder da voullañ e lien-kein. Deoc’h-c’hwi da skrivañ ho niverenn km neuze. Evit adkavout ho niverenn km, kit war bajenn ar brenerien hag implijit ar varrenn klask evit kavout hoc’h anv.

Sellit ouzh hon tutoriel evit personelaat anezhañ gant ho niverenn km.

3. Savit ho pazh-test

bazh-test-1E 2021 ne vo ket treuzkaset ar vazh-test a zorn da zorn anat deoc’h ! Arouez treuzkas ar brezhoneg eo hag e chomo, n’hon eus ket c’hoant da dreuzkas traoù all ! Pellgargit an hini a ginnigomp deoc’h pe Lakait ho spered e virvilh hag ho mennozhioù e go ha diskouezit ho parregezhioù-krouiñ, personaelit anezhañ gant ho livioù muiañ karet !

4. Deoc’h-c’hwi d’ober ho seizh gwelañ !

Tudenn maouezh o redekStagit ho lien-kein ouzh ho t-shirt, kemerit ho vazh-test, lakait ho potoù-sport ha kit da redek evit ar brezhoneg e lec’h ho peus c’hoant !

An dra-se a dalv e c’hellit redek e lec’h a blijfe deoc’h ! Brest, Pariz, Marsilha, Strasbourg pe zoken Berlin, Madrid, Stockholm, Londrez, New-York, Kebek, Hong-Kong... ha zoken ma tibabit da redek e-pad an deiz ho km raktreset d’an noz, ne vern, ar mennozh a zo da lakaat ar brezhoneg war-wel e bed a-bezh ha diskouez ez eus anezhi hag ez eus milliadoù a dud a implij anezhi bemdez !

5. Lakait ho talc’h-sport muiañ karet

Tudenn maouezh gant benveg foto Kemerit ur poltred ouzhoc’h mod selfie pe gant sikour unan bennak (reolennoù a vo da zoujañ forzh penaos !). Soñjit da lakaat war-wel ho lien-kein hag ho niverenn km e stern ar poltred.

6. Lakait enlinenn ho poltredoù/videoioù

JPEG - 178.3 keKrouet ez eus bet ganeomp ur mollad aes hag efedus da implij evit kas poltredoù/videoioù deomp hep kaout ezhomm da gas anezho dre bostel. Danvez ho poltredoù pe videoioù a vo liammet gant ho km ha lakaet war-wel war poent ho km war hor gartenn enlinenn.
Evit kas ar fotoioù deomp : Arabat kas fotoioù deomp gant ur ment ouzhpenn 1Mo.
Evit kas ar videoioù deomp : Nemet liamm ar video a vo da dreuzkas deomp. Goulenn a reomp ganeoc’h en a-raok lakaat enrolladenn ho video war ur savenn evel Youtube, Vimeo, Dailymotion...

Trugarez vras evit ho perzh hag evit ar brezhoneg !