Redadegoù ar bed : Ar brezhoneg a red e pevar c’horn ar bed !
N’eus harz ebet gant ar Redadeg. Ma vez trec’h kalon ar Redadeg e Breizh e tasson hec’h heklev kalz pelloc’h eget hon aodoù. Gant ar raktres “Redadegoù ar bed” e vez bodet ar Bretonezed hag ar Vretoned, hag an dud divroet a gar hor sevenadur, unanet gant ar memes c’hoant : lakaat ar brezhoneg da vevañ ha da skediñ e pep lec’h war ar blanedenn.
Ar bloaz-mañ e vez aozet pemp “Redadeg” e-maez Breizh. Pe e vefent war-hed un nebeud kantadoù pe miliadoù a gilometroù, ar rederien-se a gemer perzh e treuzkas ar vazh-test. !
Setu amañ ar programm :
1 . Hamburg (Alamagn) – Ar gouel war vord an Elba
Roet eo bet lañs etrebroadel d’an 12 a viz Ebrel tremenet ! Gant ar gevredigezh ABBAN eo bet galvet kumuniezh Breizh Hamburg evit ur Redadeg heuliet gant ur pik-nik hag ur "Fest Deiz" a chomo en hon eñvorennoù en ur park e kêr. Un deroù kaer he deus roet lañs d’al lusk etrebroadel.
2 .Dullen, Galway ha Sligo (Iwerzhon) – An diskan keltiek
Emañ Iwerzhon o labourat war daou amzer greñv. D’ar 25 a viz Ebrel eo bet aozet gant ar gevredigezh Kouign Anam ur redadeg a-bep-eil tro-dro d’ar brezhoneg ha d’ar gouezeleg e St Anne’s Park (Clontarf). D’an 10 a viz Mae e vo kendalc’het gant al lañs e Gallway ha Sligo gant ur raktres dibar : ret e vo d’ar berzhidi eskemm gerioù ha troioù-lavar etre an div yezh bep pazenn, a-raok en em gavout evit c’hoari paledoù ha debriñ krampouezh.
3 .New York ( Stadoù-Unanet) – Ar brezhoneg er "Big Apple"
D’an 3 a viz Mae, ar gevredigezh BZH New York en deus lakaet ar brezhoneg da zassoniñ e Central Park. Etre an tourioù uhel hag al letonennoù mojennel eo ar Redadeg un arouez kreñv eus birvidigezh hor sevenadur, gouest da vleuniañ e meurgêrioù kosmopolitan ar bed.
4 . Sant-Jakez a Gompostella (Galisia) – Kenskoazell etrekeltiek
D’ar 17 a viz Mae, deomp war-zu Galiza gant ar gevredigezh Breizh-Galiza. Ur Redadeg ur c’hilometrad a vo aozet e Park kaer-meurbet Alameda e Sant-Jakez a Gompostela, gant bugale ar skolioù lec’hel a zesk galizeg. Ur pont kaer meurbet etre hon div sevenadur.
5 . Aberystwyth (Kembre) – Al liamm kembraek
Evit echuiñ, e vo ket Kembre a-hend-all. Aozet e vo ur redadeg arouezel gant ar gevredigezh Kembre-Breizh en Aberystwyth. Ar c’hilometr-se, graet war douaroù hor c’hendirvi kembreat, a ziskouez pegen pouezus eo ar c’hengred etre ar broadoù kelt evit ma chomo bev hor yezhoù.
Brezhoneg war-raok !
E pep lec’h er bed e redomp evit ma ne vefe ket brezhoneg ur yezh eus an amzer-dremenet hepken, met ur yezh eus an amzer da zont, birvidik hag hollvedel. Trugarez d’an holl aozerien a-youl vat a laka “Redadegoù ar bed”-se da vleuniañ.Mersi bras ivez da Yann Rivalain eus servij Bretoned ar bed e Rannvro Breizh. A drugarez d’e skoazell hag hini ar Rannvro omp deuet a-benn da vroudañ an darvoudoù-mañ.
C’hoant hoc’h eus da gemer perzh evit unan eus ar redadegoù-se pe da aozañ unan evit an dalc’h a zeu ? Deuit e darempred ganeomp.














