Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Redet e vo e miz Mae 2021

Redet e vo e miz Mae 2021

Yaou 15 a viz Ebrel 2021

Embannet hor boa e-kerzh manifestadeg Kemper e vimp o redek e fin miz Mae.
Goude ma oa bet disklaeriet adarre gant ar gouarnamant gall e vefe kraouiet an holl, daoust hag-eñ e vo cheñchet penn d’ar vazh ganeomp ha chom hep kas an traoù war-raok ?

Gwir e c’hellfe bezañ dipitus-tre evit an aozerien bezañ rediet da chom er gêr e-kreiz miz Mae.
Gwir eo, met gwashoc’h c’hoazh e vije en em gavout e fin miz Mae gant an aotre da redek ha non pas bezañ gouest da vont war hentoù Breizh abalamour ma vijemp bet digalonekaet re abred.

N’omp ket digalonekaet c’hoazh. Tud pennek omp, Breizhiz penn kil ha troad, ha youl a-walc’h ganeomp evit klask mont dreist d’ar skoilhoù.

D’an 3 a viz Ebrel, eo bet dibabet a-unvouezh gant ar skipailh kreiz kenderc’hel da gas an traoù war-raok evit ar gwellañ a-benn bezañ prest da vont da redek, ma ne vo ket difennet groñs en ober.

Gouel n’haller ket aozañ war an hentad, a-dra-sur. Tremen ha kaout un heuliadeg a ziskouezo hor c’hoant da gaout ur yezh vev hag a c’haller ober ganti bemdez a gas ac’hanomp war an hent c’hoazh, ha betek an trec’h !

Tremen a raio ar Redadeg war an hentad bet dibabet e 2020, marteze e vo nebeutoc’h a gmoù prenet met a-walc’h evit diskouez omp bodet ha kengred bepred evit hor yezh, a-walc’h evit arc’hantaouiñ Diwan da gentañ, raktresoù 2020 ouzhpenn ha kenderc’hel evit Redadeg 2022.

Goulenn a reomp ganeoc’h derc’hel ganti asambles ganeomp.
Bodit ho mignoned evit mont da redek.
Prenit ho km ha #MoukaitArGartenn

Ma n’allimp ket mont war an hentoù e chomo ar Redadeg niverel hag an arc’hant dastumet gant ar werzh a vo roet... ar strivoù graet gant an holl a servijo kalz a vern penaos.

Mod pe vod e vo eus ar Redadeg... Betek an trec’h !

Ma fell deoc’h mont da redek muioc’h eget ho km ha kemer perzh ivez a youl vat, deuit davedomp !

Bevit 100% e brezhoneg gant hor skipailh Surentez e-pad 1,2,3 devezh pe muioc’h. Deuit da gemer perzh en ur skipailh gant kalz a strartijenn !