Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Redet pe diredet, Ar Redadeg a vo e 2021

Redet pe diredet, Ar Redadeg a vo e 2021

Merc’her 5 a viz Mae 2021

Hentad moukait ar gartenn Br

Diwan ha raktresoù 2020 evit ar brezhoneg o deus ezhomm e vefe gwerzhet kmoù Redadeg 2020. Tost an hanter eus an 2020 km a zo bet gwerzhet pe miret ! Chom a ra koulskoude re a boentoù gwer (kmoù dieub), ezhomm zo da lakaat anezho e mouk (kmoù prenet) bremañ !

Ur prantad iskis ha start-tre hon eus bevet e 2020, emichañs e vo sklaeroc’h an hent e 2021 evit an holl met n’eo ket sur c’hoazh ! Koulskoude, abadennoù ha darvoudoù a vo da lakaat war-wel evit diskouez emañ bev ha yalc’h hor sevenadur hag hor yezh deomp-ni. Mod pe vod e vo eus ar Redadeg e 2021, redet da vat war an hent pe en ur mod niverel ha skeudennet, n’omp ket evit lâr na resisaat hiziv met Redadeg 2020 ne vo ket dalaet en-dro hag ar brezhoneg a vo klevet ivez e pep lec’h. Un difi eo c’hoazh met gant an holl dud, familhoù, embregerezhioù ha kevredigezhioù tomm ouzh ar yezh e vo posupl kas an darvoud-mañ da benn.

Na chomit ket da dortal, prenit ho kilometr !