Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Reolennoù yec’hedel rederien Redadeg 2021

Reolennoù yec’hedel rederien Redadeg 2021

Meurzh 15 a viz Mezheven 2021

Hor seiz gwellañ a reomp evit ma vo eus ar Redadeg hag evit ma vo brav brav hag en ur doujañ ouzh ar reolennoù yec’hedel.

JPEG - 598.8 keDegemeret e vioc’h e lec’h vo staliet ho panel m’emañ ho kilometr etre 6e mintin ha 9e noz. Ar re o deus prenet ur c’hm e-pad ar c’heulfe (9e noz-6e mintin) zo pedet da gemer perzh er Redadeg enlinenn pe da vont e darempred ganeomp evit redek ur chilometrad prenet ha ne vo ket redet gant ar prener.

Ma teuit da redek e-pad an deiz, prientit ho redadeg en a-raok :
- moullit ho lien-kein
- prientit ar vazh-test a fello deoc’h dougen uhel evit ar brezhoneg, an hini a ginnigomp deoc’h pe unan all ... pe ur gwenn-ha-du...,
- ma teuit gant meur a zen, soñjit eo ret chom gant 10 den d’ar muiañ en holl. Neuze en ur gemer e kont hor youlidi e c’houlennomp ganeoc’h bezañ 6 den d’ar muiañ, dalc’hit ho maskloù ha da c’hortoz ar Redadeg chomit gant ar pellder boaz .
- m’ho peus bugale, : dindan ho kiriegezh emaint a-hed ho km. Trugarez da lakaat anezho da zoujañ ouzh ar reolennoù surentez boutin.
- Pep reder a gaso an testenni da bellgargañ o tiskleriañ kaout azon Kovid-19 ebet
- deuit gant 15 minutenn lañs . Youlidi an oto gentañ a zeuio evit reiñ en dro reolennoù ar Redadeg deoc’h e heul. Gwiriekaet vo ho lien-kein, ar reolennoù yec’hedel, surentez, ha kement tra. Ho poltred vo tapet dirak ho pannel : mousc’hoarzit :-)
- pa arruo ar rederien a vo a-raok ho km, gortozit e paouezfent war bord an hent (2 metrad) a-raok mont da redek,
- chomit pellig a-walc’h (2m) diouzh ar youlidi a vo evit gwareziñ ho surentez war an hentad,
- gellet a rit tennañ ho maskl evit redek, chomit gantañ a-raok, adlakait anezhañ goude.
- redit gant ho lusk deoc’h, ha chomit pell diouzh ar sammorel buheziñ (4m), hennezh an hini eo a glasko heuliañ ho tizh, ha n’eo ket ar c’hontrol, dougit uhel ho pazh-test evit diskouezh ho youl evit ar brezhoneg, c’hoarzhit, kannit, komzit brezhoneg, profitit mat, ar Redadeg zo brezhoneg ha plijadur he lugan :-)
- pa vo tost echu ho kilometrad, paouezit un tamm a-raok ar c’hm a vo da heul (2m) evit leuskel ar re all da vont da redek en heuliadeg d’o zro. N’eus ket ezhomm reiñ ur vazh-test dezho, gellet a riot paouez ha chom a zehou trankil a-raok mont kuit.

Ho km zo e-pad an deiz met n’hallit ket redet anezhañ (etre 6e ha 9e noz) : leugnit ho profil pe kasit ur bostel deomp. D’ur reder all prenet gantañ ur c’hilometr diouzh noz, e vo kinniget mont da redek hoc’h hini, redek a raio evit an daou.

Chomomp a-gevred evit ar brezhoneg hag evit yec’hed d’an holl.
Evit ar brezhoneg eo ar Redadeg, treuzkas a reomp hon startijenn, hor yezh, hol levenez da gomz ha da lakaat anezhi da vevañ ha netra all :-)

Betek an trec’h

Taolenn-verrzastum ar c’hempennadurioù liammet gant ar C’hovid19, nevezaet e miz Mae 2021

Bazh-test : staget er c’hamion ha lakaet war-wel evit mirout an arouez treuzkas e pep lec’h e Breizh.
Ar rederien zo pedet da sevel o bazh-test da zougen evit o c’hm.

Rederien e-pad an deiz :
• 1 den nemetken o redek ha lakaet war wel evit ar c’hm
• strollad 10 den gour en holl (6 reder + youlidi ar surentez) e memes koulz ha pell a-walc’h d’an eil d’egile.
• pellder 2 vetrad etre ar reder ha re ar surentez
• pep reder a voullo e lien-kein ha staget e vo anezhañ ouzh e dishirt

Skipailhoù lec’hel :
• Bez e vo maskloù, gel ha lien evit naetaat en oto,
• pep hini a zegas e dafar (evit evañ, debriñ, skrivañ),
• test PCR 72e a-raok kemer e bost
• goulenn gant ar youlidi gant riskloù da vezañ vaksinet (oad, dreistpouez, cf doser yec’hedel)

Tremen a ra an heuliadeg dizehan, ne baouez ket, nemet evit ar cheñchamantoù skipailh :
- 
• pa vez cheñchet ur skipailh e vez cheñchet ha naetaet an otoioù hag an dafar (mikro, sono, hezoug, ...)
• e-barzh an otoioù e vo 2 zen (blenier ha kenvleiner) gant maskloù ma n’int ket eus ar memes familh
• e-barzh ar c’harr buheziñ 4 den d’ar muiañ e memes koulz (ma vez muioc’h eget 3 den evit ar surentez e vez cheñchet plas pa vez skuizh an eil evit leuskel plas d’egile/d’eben)
◦ 1 buheziñ → maskl
◦ 2 surentez o tiskuizh → maskl er c’harr-samm, divasklet en ur redek pe dre velo
◦ leuskel 1 metrad pellder d’an nebeutañ etre pep hini (+ digor ar sammorell, dorioù digor a-dreñv-> aeraet mat-tre :-))

SKARR : Skipailh Kreiz ar Redadeg : ur skipailh a fiv atav ha chom a-dost hag a-bell evit surentez an heuliadeg a-bezh.
Palioù ar skipailh (5 oto gant 3 pe 4 den)
• skoazell ar surentez, kenurzhiañ ha gwiriekaat e vez doujet ar reolennoù surentez, yec’hedel ha war an hent
• krenvaat ar skipailhoù lec’hel ma vank tud
• naetaat/freskaat pep oto hag an dafar evit ar cheñchamantoù skipailh
• skoazell ar skipailhoù lec’hel evit buheziñ e brezhoneg
• 3/4 den masklet e pep oto (2 dirak ha pas muioc’h eget 2 zen a-dreñv)

Heuliadeg / Convoi bzg

Pellgargit teuliad surentez ar vugale !