Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Savit ho pazh-test

Savit ho pazh-test

Gwener 7 a viz Mae 2021

E 2021 ne vo ket treuzkaset ar vazh-test a zorn da zorn anat deoc’h ! Arouez treuzkas ar brezhoneg eo hag e chomo, n’hon eus ket c’hoant da dreuzkas traoù all !
War-wel e vo lakaet er sammorell buheziñ a zo dirak ar rederien, ar gemennadenn ennañ.
E koulz al loc’hañ e Karaez d’an 21 a viz Mae e vo kuzhet ar gemennadenn e-barzh ha diskoachet ha lennet e Gwengamp d’an 29 a viz Mae gant e skrivagner pe/ha skrivagnerez.

bazh-test-1

Evit dougen ur vazh-test e kinnigomp deoc’h sevel hoc’h hini. Pellgargit an elfennoù hag ar mod-implij. Ul labour-dorn brav didius ha pedagogel da ginnig d’ho pugale, bugale vihan ha skolidi !

Bec’h dezhi arzourien ! Lakait ho spered e virvilh hag ho mennozhioù e go ha dizkouezhit ho parregezhioù krouiñ, personaelit anezhañ gant ho livioù muiañ karet ha deuit da redek gant an arouez-mañ evit diskouez daoust d’ar c’hleñved-red ez eus deus ar brezhoneg hag e vez treuzkaset mod-pe-vod !