Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Skolioù - teuliad pedagogel

Skolioù - teuliad pedagogel

Yaou 13 a viz Mae 2021

Kemerit perzh e Redadeg 2021 gant ho skol

Evit kemer perzh er Redadeg ha doujañ ouzh ar reolennoù yec’hedel e kinnigomp deoc’h daou zoare d’ober :

  • war henchoù Breizh evit redek ho km Redadeg en heuliadeg. Penn kentañ-tout eo ret bezañ ho km er-maez deus eurvezhioù ar c’heulfe, da laret eo a-raok 9e noz ha goude 6e mintin.
    • war prantad skol : dindan ho kiriegezh e chom ar vugale (kelenerien ha kerent) neuze eo ret deoc’h doujañ ar reolennoù boaz evit mont er-maez ar skolioù (reolennoù yec’hedel ar skolioù).
    • e-maez prantad ar skol : dindan kiriegezh o c’herent e vo ar vugale. Kaout doujañs ouzh ar reolennoù yec’hedel boutin a vo ezhomm ivez.
    • aozadur evit ar skolioù : kinnig a reomp deoc’h sevel strolladoù bihan evit chom hep meskañ klassoù pe hentennoù (Diwan, Diwaskell, DivYezh). Pep strollad a vo ret dont gant an niver dereat a dud evit ober war e dro. Rannet vo ar c’hm etre ar strolladoù, ha pep strollad a c’hortoz e bord an hent (tu deou). Pep strollad a redo un tamm eus ar c’hm hep meskañ gant ar re all. (Da skouer ur skol a geme perzh gant 3 strollad/klassad : 1 strollad bep 300m). N’hallo ket ar vugale treuzkas ur vazh- test d’unan d’egile, kinnig a reomp e vo pep strollad gant e bazh-test dezhañ hag arouez an treuzkas vefe ur gestr pe ur sin .. :-))
    • aozadur Redadeg : trugarez da gelaouiñ ma tibabit ar mod d’ober-mañ evit ma vo raktreset un ambroug kreñfoc’h ganeomp gant hor skipailh surentez (tud a-youl vat masklet evit sternet ar vugale, rubalise evit rannañ ar strolladoù)
  • ar Redadeg (hanter) enlinenn ma vo ho km e-pad prantad ar c’heulfe pe ma n’hallit ket aozañ ho perzh evel kinnig a-us.
    • war prantad skol : tu vo deoc’h redek er porzh pe en ul lec’h sport bennak e-kichen ar skol. Soñjit da gemer poltredoù ha filmañ ar redadeg ha kasit ar skeudennoù dre http://skeudenn.ar-redadeg.bzh/. Lakaet e vo ar skeudennoù war-wel ha liammet gant ar c’hm prenet gant ho skol. (kit davet ho skipailh lec’hel evit goulenn ho pannel km)
    • e-maez prantad ar skol : tu zo d’en em aozañ gant skolioù all ha kerent ar vugale evit ma vo lakaet ar vugale da redek en ul lec’h suraet. Soñjit da gemer poltredoù ha filmañ ar redadeg ha kas ar skeudennoù deomp dre http://skeudenn.ar-redadeg.bzh/. Lakaet e vo ar skeudennoù war-wel ha liammet gant ar c’hm prenet gant ho skol.

Mont en-dro ar Redadeg niverel.

Traoù fentus d’ober evit kemer perzh ivez :

  1. Gallout a rit sevel ho pazh-test gant an dielloù da bellgargañ ha gant ar mod implij.
  2. Moullit ho lien-kein ha livit ho niverenn km. Kerzhit da sellet ouzh an tuto video
  3. Selaouit en-dro kanaouenn ofisiel ar Redadeg ha pellgargit ar pozioù.

Gallout a rit ivez impljout ar mennozhioù kinniget dindan, awenet gant ar raktresoù skol ar bloavezhioù tremenet :

Kemerit perzh e Chadenn ar skolioù gant ho skolidi !

Kavout a rit amañ un nebeud raktresoù kinniget e 2018 hag a c’hellfe bezañ ledanaet e miz Mae 2021 e pep skol. Ar pep pouezusañ eo kemer perzh, bezañ gwelet, kaout plijadur, klevout, lakaat da glevout hag ober gant ar brezhoneg ! Holl asambles e tiskouezimp hor c’hoant da gaout ur yezh yac’h ha bev e Breizh !

Pellgargit :
an teuliad pedagogel e stumm pdf
an dielloù grafek

Kinnig a reomp deoc’h kemer perzh er fest-mañ en ur sevel chadenn ar skolioù :
1 - Dibabit ur raktres (pe muioc’h) el listennad liammet gant tem ar bloaz : Deus ‘ta mignon !
2 - Kasit ho choaz deomp dre ar c’houlennaoueg-mañ (evit sevel listennad ar skolioù o kemer perzh)
3 - Kasit fotoioù an abadenn deomp a-hed ar bloaz evit lakaat ar raktresoù war wel : Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Raktres 1 : ar Redadegig

Paouezet hon eus gant ar raktres-mañ abalamour d’ar c’hovid 19, graet e vo en dro e 2022}

Kinnig a reomp un dra simpl-tre deoc’h : Mont da redek e pep skol d’ar memes deiziad ha d’ar memes euriad an holl asambles e Breizh a-bezh.
- Anv ar raktres : ar Redadegig
- An deiziad : D’ar meurzh 25 a viz Mae da 10e30 (hervez euriad an ehan e pep skol)
- Mont en-dro :
1) Kerzhit da redek gant ar vugale (gant plijadur ha spered mat) e-pad ar bloavezh a-raok ar Redadeg
2) Redit er skol pe en em gavit gant skolioù all da redek asambles d’an devezh dibabet
3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Liammoù :
Raktres Gourin
Raktres Rostren

***

Raktres 2 : Diskouezadeg

Ur raktres all : Kinnig un diskouezadeg er skol/skolaj/lise
- Anv ar raktres : Diskouezit ho redadeg !
- Mont en-dro :
1) Klaskit titouroù diwar-benn ar Redadeg. Gallout a rit ober gant titouroù a zo war lec’hienn internet ar Redadeg hervez an temoù a blij deoc’h
• Petra eo ar Redadeg
• Tem ar bloaz
• Kemennadennoù ar Redadeg
• Ar Redadegoù all en Europa
• Etc….
2) Kinnigit skritelloù gant disoc’hoù hoc’h enklask
3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Tudenn paotr sonerezh

***

Raktres 3 : Istorioù ar Redadeg

Petra a c’hell c’hoarvezout war hent ar redadeg ? Ur gwallzarvoud, rederien iskis, un aerouant ? A bep seurt traoù a c’hell bezañ ijinet. Mennozhioù e-leizh, plijadur ha fent met traoù kriz ivez. Plijadur da skrivañ, da glask, met labour ivez evit adlenn, difaziañ…

- Anv ar raktres : Ar Redadeg hag al Lennegezh
- Mont en-dro :
1) Klaskit titouroù diwar-benn ar Redadeg. Gallout a rit ober gant titouroù a zo war lec’hienn internet ar Redadeg hervez an temoù a blij deoc’h
2) Ijinet un istor a-stroll er c’hlasad.
3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Liammoù :
Raktres 2018
Raktres Kemper

Tudenn plac'hig

***

Raktres 4 : Kinklañ ar skol gant livioù ar Redadeg

- Anv ar raktres : Kinklit ho skol gant livioù ar Redadeg
- Mont en-dro :
1) Implijit skeudennoù nevez ar Redadeg liammet get livioù ar skritell (Pellgargit an dielloù grafek)
2) Dibabit ur stumm a blij deoc’h : skritell, tresadennoù, gitonioù, leternioù-hud, bazh-test… ha kinklit ar c’hlas, ar skol pe lec’h tremen ar Redadeg er gumun.
3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Liammoù :
Dielloù kinklañ
Raktres Gourin

Tudenn Fulup krampouezh

***

Raktres 5 : Difi etre ar skolioù

- Anv ar raktres : Difi ar skolioù
- Mont en-dro :
1) Mont e darempred get ur skol all : memes kumun pe tro-dro
2) Dibabit ur raktres (unan kinniget en teuliad-mañ pe unan ijinet genoc’h) ha kasit ar raktres a- benn etre an 2 skol (eskemmoù ha darempredoù etre ar skolioù)
3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Tudenn mamm-gozh

- Raktresoù all :

* kenstrivadeg tresadennoù
* kenstrivadeg bannoù-treset
* panelloù gant gerioù brezhoneg er gumun
* kenstrivadeg katevenn Redadeg 2020
* abadenn radio diwar-benn ar Redadeg pe an tem : deus ‘ta mignon !
* raktresoù all hervez ho mennozhioù hag ho c’hoantoù

Mont e darempred : Cyril Lelong - cyril@ar-redadeg.bzh