Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Tem ar bloaz - Redadeg 2020

Tem ar bloaz - Redadeg 2020

Meurzh 26 a viz Meurzh 2019

Tem ar bloaz : Deus’ta mignon !

"Fromus", "un nozvezh digredus", "c’hoant ’m eus da zeskiñ brezhoneg", "startijenn"...
Pegen plijus eo santout ar birvilh a zo gant ar rederien, ha mizvezhioù war-lerc’h zoken !
Muioc’h a dud o tañva levenez ar Redadeg,
Setu ’pezh a fell deomp e 2020.
Neuze, te ha ’teus kemeret perzh er Redadegoù paseet,
Tap krog ba dorn ur mignon ha n’en deus ket graet gwech ebet.
Gwel’ a ri, ne vo ket dipitet !
10 000 reder e 2018 : 20 000 e 2020 a-drugarez dit ?

Ur bern tud zo pell diouzh ar brezhoneg.
Ni, bet maget gant birvilh ha levenez ar Redadegoù paseet, eo ar re wellañ evit desachañ ar re-se.
Ral eo e vefe dipitet an dud bet pedet da gemer perzh er Redadeg : "santet vez startijenn an dud", "fromus oa redek a-stroll, kozh ha yaouank asambles", "redek kreiz an noz gant kanaouennoù brezhonek, ur beuz", "goude ar Redadeg ’meus kroget da zeskiñ brezhoneg"...
Un darvoud dreist eo ar Redadeg evit reiñ ur sell pozitivel ouzh ar brezhoneg hag ouzh an dud a gas anezhañ war-raok, betek reiñ c’hoant da zeskiñ memes a-wechoù ! Strobinellerezh ar Redadeg emit-hu ?

E 2020, tap krog ba dorn ur mignon ha n’en deus ket kemeret perzh er Redadeg gwech ebet, ha deus da redek gantañ.

Seul vuioc’h a dud war an hentoù seul vuioc’h a blijadur.

PNG - 352 ke