Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Keleier > Trugarekaat

Trugarekaat

Meurzh 8 a viz Mezheven 2021

Mignoned kaer,

Degouezh 2021 GwengampErruet eo ar Redadeg e Gwengamp d’an 29 a viz Mae, goude bezañ redet an 2020 km gant an dud war an hentoù pe en ur mod niverel. Ur sapre difi a oa gant ar prantad start hon eus bevet ha trec’h hon eus bet asambles. A-drugarez d’an holl eo bet tizhet ar pal kentañ a oa skoazellañ Diwan hag ar raktresoù gant ar sammadoù prometaet a-raok ar c’hleñved-red.

Heuliadeg 2021Skipailh prezidanted ar Redadeg a zo laouen-tre da drugarekaat an dud, familhoù, mignoned, o deus prenet pe redet ur c’hm, kaset fotoioù pe filmigoù deomp evit lakaat ar brezhoneg war-wel a-hed an hent, e pep lec’h, e pep rouedad sokial ivez.

Loc'hañ 2021 KaraezMersi bras ivez d’ar skolioù, kevredigezhioù kerent, skolaerien ha bugale o deus lakaet war-wel an hentennoù divyezhek ha dre soubidigezh war hentoù Breizh. Mersi bras d’ar c’hevredigezhioù ha d’an embregerezhioù o deus krouet ur rouedad skoazell pouezus tro-dro deomp. Mersi bras d’ar strollegezhioù lec’hel ha d’an dilennidi o deus skoazellet tremen ar Redadeg war o zachenn dezho.

SKaR 2021Ne vefe ket bet posubl deomp kas ar raktres da benn hep souten ar skipailhoù lec’hel. Mersi bras d’an holl dud a youl-vat o deus lakaet o c’hoant, o barregezhioù, o startijenn, o nerzh e-barzh ar jeu. Mersi bras d’ar SKaR ! Ur skipailh surentez a-feson hag en deus gwarantet hor surentez a-hed an hentad.

Gwenola Coïc Tomaz Laken Gwengamp 2021Mersi bras ivez da :
W/Gwenola Coic ha da Tomaz Laken evit ur gemennadenn ken vrav, don, fromus ha barzhoneg !
D/Tangi Alanou ha Collectif des Sourds 29 evit ar c’hlip bet savet gant tud bouzard e yezh ar sinoù evit krouiñ liammoù ha kelenn gerioù ’zo en divyezh.

Lies Gwengamp 2021LIES, kanerezed ha sonerien ampart o deus lusket brav Redadeg 202Ø-1. Mennet int chomet ivez evit kenderc’hel da bleustriñ hep bezañ sur da seniñ er sizhun-mañ.
D/Trigone Production ha Gael Le Ny evit ar poltredoù bet tapet a-hed ar sizhunvezh.

Mersi bras er fin, da c’hopridi ar Redadeg o deus kaset da benn ur labour ramzel efedus-bras a-raok hag e-pad sizhuniad ar Redadeg ha c’hoaz goude... O labourat emaomp en dro ha diouzhtu kaer evit reiñ lañs da Redadeg 2022. Chomit war evezh keleier nevez a vo embannet e-pad an hañv.

Da c’hortoz deuit holl da riboulat e brezhoneg, hag evit ar brezhoneg, d’an 2 ha 3 a viz Gouere e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned. Brezhoneg ha plijadur atav ha betek an trec’h !