17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

TRUGAREKADENNOÙ

Erruet eo ar Redadeg e Gwened d’an 28 a viz Mae, goude bezañ redet an 2022 km gant an dud war an hentoù. Treuzkaset hon eus ar vazh-test holl asambles. Ur sapre difi a oa aozañ div Redadeg diouzh renk hag hini 2022 e korf ur bloaz nemetken. Trugarez d’an dud, d’ar familhoù ha mignoned o deus prenet pe redet ur c’hilometr. D’ar skolioù, kevredigezhioù kerent, skolaerien ha bugale o deus lakaet war-wel an hentennoù divyezhek ha dre soubidigezh war hentoù Breizh. Mersi bras d’ar c’hevredigezhioù ha d’an embregerezhioù o deus krouet ur rouedad skoazell pouezus tro-dro deomp. Mersi bras d’ar strollegezhioù lec’hel ha d’an dilennidi o deus skoazellet tremen ar Redadeg war o zachenn dezho.

Ha dreist-holl, trugarez d’ar skipailhoù lec’hel hag ar youlidi, ne vefe ket bet eus un darvoud ken brav hepto.

9vet gwech Ar Redadeg a vo dalc’het a-benn 2 vloaz ac’hann. Emgav e 2024 neuze ! 15 vloaz zo e oa bet krouet ha kaset da benn ar Redadeg kentañ. Deuet eo da vezañ ur grennardez kaer. Poent eo prederiañ war he dazont. Sellout ouzh he falioù ? He mont en-dro ? Un istor nevez da sevel asambles neuze.

Kinnig a reomp deoc’h reiñ deomp hoc’h alioù dre ar c’houlennaoueg-mañ.

E-pad an hañv e studiimp ho respontoù hag e aozimp hor c’hinnigoù. Keleier ho po tro-dro miz Here/Du da vare lid ar chekennoù d’ar raktresoù ha d’an Emvodoù-meur.

degouezh gwened 2022