Kemennadenn 2024
Ar vazh eilañ a vez kaset a zorn da zorn zo arouez ar yezh, deuet deomp a rummad da rummad a-hed ar c’hantvedoù. Ur skrid a zo e-barzh ar vazh. Dalc’het kuzh eo anv ar skridaozer ha danvez an destenn betek kêr an dibenn e-lec’h ma vo lennet ur wech erru ar rederien.
Setu an destenn a zo tremenet eus Beg ar Raz d’ar 17 a viz Mae 2024 a vro da vro betek Montroulez d’ar 25 a viz Mae 2024. Don ha fromus eo ar gemennadenn war tem ar bloaz "Treuzkas"
An destenn da bellgargañ (skrid orin)
An destenn da bellgargañ (peurunvan)
An destenn da lenn
Testenn evid ar Redadeg 2024
skrivet gand ar familh An Dreo
Bemdez ez an e brezoneg er ger hag gand an dud tro-dro din.
Tangi : Labouret on-eus oll, hag e reom c’hoaz, e brezoneg, e bedou micherel disheñvel. Ar brezoneg a zo bremañ evidom eur yez pemdezieg.
En em gavet eo ar vaz-test beteg amañ hirio. Kaset ganeom oll ! Med ouzpenn eur vaz-test on-eus treuzkaset e kerz ar Redadeg! Emskiant pe get, treuzkaset on-eus ivez plijadur, joa ha lorc’h. Gourc’hemennou deom oll evid an dra-ze!
Rozenn : A-hed ar zizun-mañ eo bet lakaet or yez en-dro en he flas : eur benveg a vuhez ! Ha vad e ra ! Ar yez eo a dreuzkasom da genta, o veva asamblez an darvoud brao-mañ. Med ouzpenn ar yez a dreuzkasom. Soubet om oll, en or zevenadur : dre an anoiou-tud, an anoiou-lec’h, an troiou-lavar, or zonerez, on doare da gegina, da zrebi, da labourad, dre on doare da gana, da zañsal, da riboulad ha da c’hoari. Treuzkas a reom piou om ni. Euz an denelez eo a zo kaoz gand an treuzkas.
Charlez : Euz an denelez hag euz ar zevenadur ivez ; ar sevenadur hag a gas eun engroez da veza pobl : dre ar gomz, al lennegez, ar barzoniez, ar c’han, an dañs, ar fent, ar faltazi hag all. Kement-mañ a ra diouzom ar pez ez om oll. Treuzkaset eo bet deom ha kendalc’het a vo d’ar rummadou yaouank.
Tangi : Ma ‘z eo or yez eur pal da dizoud, eun danvez dibriz, eun alc’hwez aour e-giz ma lare Anjela Duval, ez eo ivez eur benveg pemdezieg a ra diouzom ar pez ez om : e donder or c’halonou, tud emren hag anaoudeg, disuj pa’z eo dao, gwriziennet en or bro, or glad hag or zevenadur.
Gwenn : Ouzpenn kant bloaz’zo bremañ eo chomet a-zav eun treuzkas a-bouez braz e Breiz : hini ar yez. Ha d’e heul eo chomet a-zav ivez treuzkas eun doare da weled ar bed, eun doare da lavared ar bed. Ma vije bet kendalc’het da dreuzkas ar galleg evel ar yez neme hag a-us d’an oll yezou all, penaoz e vije ar bed hirio ? Deuet eo ar brezoneg en-dro war-wel, pe kentoc’h war-glev, ablamour ez euz tud hag o-deus, d’eur mare bennag, divizet en em zoñjal diwar benn ar pez a felle dezo treuzkas. Ha ne oa ket anad chom hep treuzkas mennoziou bet resevet gand o zud ha cheñch penn d’ar vaz.
Rozenn : A-bouez eo kenderhel da dreuzkas ar yez ha liesseurted or zevendadur dre hentou braz hag hentou-treuz ivez.
Charlez : Greeom oll e seurt e vo niverusoc’h-niverusa ar Breiziz oc’h en em soñjal seder ha frank diwar-benn ar pez o deus c’hoant treuskas.
"Koz-Noe oa ar vran, pe kentoc’h ar vranez
A glude en derwenn, er prad, traoñ ar menez.
Espernet ma oa bet houmañ euz ar freuza
‘Foñs ar stank, ‘bord ar ster, ken didalvoud a dra.
Labousezig ‘oa c’hoaz, hi o teski nijal
Ha stumma he skouarn hag he mouez da goagal ;
Ha kement hag ober, ouz trouziou all ar Vro ;
Trouz souezus, he deus soñj, kan kentoc’h, skiltr ha brao
M’he deus soñj mad outañ, n’e deus ec’h adklevet
Nemet ar mintin-mañ ha gantañ dihunet
Ar memez trouz ô, souez ! ô ya, ar memes ton
Hanter-kant vloaz goude, ar memes mouez, eston !
«N’eo ket, pa zonjan mad. Kalz re hir an amzer
Euz eur rummad all eo. Med kana ‘ra ken kaer.
War hir dermen o-deus, a vamm-da-verc’h, desket,
O finvidigez dezo, ‘deus ‘veldom treuzkaset”