Kemenadenn 2022
Ar vazh eilañ a zo kaset a zorn da zorn eo arouez ar yezh, deuet deomp a rummad da rummad a-hed ar c’hantvedoù. Ur skrid a zo e-barzh ar vazh. Dalc’het kuzh eo anv ar skridaozer ha danvez an destenn betek kêr an dibenn e-lec’h ma vo lennet ur wech erru ar rederien.
Setu an destenn a zo tremenet eus Gwitreg d’an 20 a viz Mae 2022 a vro da vro betek Gwened d’an 28 a viz Mae 2022. Don ha fromus eo ar gemennadenn skrivet gant Maina Audran ha Ninnog Louis war tem ar bloaz "Breizh a bep reizh !"
An destenn da lenn :
Demat deoc’h ma mab ha ma merc’h,
selaouit ha adlârit àr ma lerc’h,
rak un deiz bennak e vo ho tro
da hadiñ brezhoneg er vro.
Selaouit doc’h an ton a zasson,
don don en ho kalon.
Talm ar vuhez hag ar garantez,
a ziskan get ma hani-me.
Digorit bras ho tivskouarn,
ha roit din ho taouarn.
Ne glevit ket a-bell é tonet du-hont,
mouskan ur bobl hag a son ?
Grait ho pazioù kentañ tamm-ha-tamm,
ha balbouzit àr-lerc’h ho mamm.
D’ar skol Diwan tostañ d’ho ti,
eh aoc’h edan berr da zeskiñ ha da c’hoari.
Redit ha strebaotit a-wezhioù,
an douar a gren un tammigoù
edan treid an dud é tostaat a-vostad,
e-pad mand oc’h-c’hwi é vrasaat.
Mignoned ho peus tro-dro deoc’h,
evit roiñ kalon deoc’h ha sikour genoc’h.
Àr-un-dro e taoc’h da benn
a vonet betak ar penn.
Tostoc’h-tost an dud a gomz,
ha muioc’h-mui an douar a stroñs :
a c’hoari, a farsal arsavit un herrad,
da gompren ar morad a dud é tostaat.
Postit gete, par ma c’hellit,
ar Redadeg ne chomo ket d’ho kortoz bepred !
Trapikellit dre an hentoù
betek uziñ seulioù ho potoù
Tud é tonet a beplec’h
kozh ha yaouank hag a bep reizh,
bras ha bihan razh àr-un-dro,
é huchal “Brezhoneg er vro” !
Nag ur blijadur, ur bam,
ho kwelet é redek d’ar pimperlamm.
Dre kêrioù ha minotennoù Breizh,
e strewit brezhoneg e pep lec’h.
Mar da deoc’h bout klouanek é sonjal
E braventez kollet ar broioù treuzet gwezharall,
Taolit ur sell àr-dreñv : arru int pell bremañ
Ha bec’h m’o spurmanter avamañ
Setu arru ho tro da dapout ar vazh,
digorit ho torn ha dalc’hit-hi c’hoazh,
deoc’h eo cheñch penn dezhi,
hag he zreuzkas a di da di.
Savit ho penn ha sellit diragoc’h :
ur bed biskoazh bravoc’h,
ur milendall a hentoù foll,
a chom da redek evidoc’h holl.
Roit ar vazh d’an hani zo etaldoc’h,
ho kalon èl-se a vo skañvoc’h !
Mes n’arsavit ket a redek bemdez,
dalc’hit da zigor hentoù nevez.
Hentoù nevez evit ar re a zeskay c’hoazh,
Ma ne zihanint biskoazh,
A gerzhet hag a gomz e brezhoneg
amzer dezhe gouiet redek.
