20 >> 28 a viz Mae / Gwitreg >> Gwened

Kemennadenn 2018

Ar vazh eilañ a zo kaset a zorn da zorn eo arouez ar yezh, deuet deomp a rummad da rummad a-hed ar c’hantvedoù. Ur skrid a zo e-barzh ar vazh. Dalc’het kuzh eo anv ar skridaozer ha danvez an destenn betek kêr an dibenn e-lec’h ma vo lennet ur wech erru ar rederien.

Setu an destenn a zo tremenet a zorn da zorn a-hed 1819 km eus Kemper da Blougerne e miz Mae 2018 e koulz Redadeg 2018. Don ha fromus eo kemennadenn Yann-Fañch Kemener war dem Brezhoneg liesliv.
an destenn da bellgargañ : BLAZ C’HWEK AR BREZHONEG

Testenn Redadeg 2018, bet skrivet gant Yann-Fañch Kemener, a zo bet lennet gantan ha gant 5 den liv brezhoneg o bro gant pep hini. Tem bloaz 2018 a oa "Brezhoneg liesliv" evit lakaat war wel liesseurted hor yezh.