Korn ar skolioù
Kemerit perzh e Chadenn ar skolioù gant ho skolidi !
Kavout a rit er rubrikenn-mañ un nebeud raktresoù kinniget e-pad ar Redadegoù tremenet hag a c’hellont bezañ ledanaet bep bloaz er skolioù. Ar pep pouezusañ eo kemer perzh, bezañ gwelet, kaout plijadur, klevout, lakaat da glevout hag ober gant ar brezhoneg ! Holl asambles e tiskouezimp hor c’hoant da gaout ur yezh yac’h ha bev e Breizh !
Kinnig a reomp deoc’h kemer perzh er fest-mañ en ur sevel chadenn ar skolioù :
1 - Dibabit ur raktres (pe muioc’h) er rubrikenn-mañ. Gell a rit bezañ awenet gant tem ar bloaz : Treuzkas !
2 - Kasit ho choaz deomp dre ar c’houlennaoueg-mañ (evit sevel listennad ar skolioù o kemer perzh)
3 - Kasit fotoioù an abadenn deomp a-hed ar bloaz evit lakaat ar raktresoù war wel : Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.
Mennozhioù ho peus ? Na chomit ket da dortal da ijinañ raktresoù all. Raktresoù all evit aweniñ :
- kenstrivadeg tresadennoù
- kenstrivadeg bannoù-treset
- panelloù gant gerioù brezhoneg er gumun
- kenstrivadeg katevenn Redadeg 2020
- abadenn radio diwar-benn ar Redadeg pe an tem : Treuzkas !
Pellgargit :
an teuliad pedagogel e stumm pdf
an dielloù grafek
