Raktres 1 : Ar Bleustradeg
Kinnig a reomp un dra simpl-tre deoc’h : Evit en em dommañ a-raok redek e gm e pep skol d’ar memes deiziad ha d’ar memes euriad an holl asambles e Breizh a-bezh.

- Anv ar raktres : ar Bleustradeg evit en em dommañ
- An deiziad : Diouzh mintin, d’an devezh loc’hañ : d’ar Gwener 17 a viz Mae 2024 da 10e30 (hervez euriad an ehan e pep skol)
- Mont en-dro :
1) Kerzhit da redek gant ar vugale (gant plijadur ha spered mat) e-pad ar bloavezh a-raok ar Redadeg.
2) D-1 : Pellgargit ar vazh-test da ginklañ, ar mod implij evit sevel anezhañ hag an dosar da leuniañ gant niverenn km prenet gant kevredigezh kerent ar vugale ho skol.
3) Deiz-D : Lakait da redek ar vugale gant ar vazh-test hag an dosar er skol pe en em gavit gant skolioù all da redek asambles d’an 20/05/2022 da 10e30.
4) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn pajenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.
Sellit ouzh hon tutoriel ha personelit ho lien-kein gant ho niverenn kilometr.
Liammoù :
Raktres Gourin
Raktres Rostren