17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kanaouenn ar skolioù

Piv a savo Kanaouenn ar skolioù evit Redadeg 2024 ?
Kemerit perzh gant ho mignoned, ho strollad sonerezh pe ho klasad o krouiñ ur ganaouenn leun a startijenn evit reiñ youl d’ar rederien !
Ret e vo doujañ ouzh kaier ar c’hargoù amañ dindan evit bezañ lakaet war ar renk.

Tem : Treuzkas !

Kaier ar c’hargoù :

Lusk : Lañsus, lusk mat evit redek, evit kanañ en ur redek. A-bouez eo e terefe evit reiñ youl d’an dud pa vezont o redek ha n’eo ket evit selaou dirak ul leurenn hepken.
Pozioù : Menegiñ ar Redadeg er pozioù hag en diskan. Diskan aes da ganañ, efedus hag a zistro alies. Simpl da zeskiñ.
Enrolladenn : Ur vaketenn brop met pas a vicher dre ret. Gall a rit sevel ur video ma faot deoc’h met n’eo ket dre ret
Termen : Termen diwezhañ evit kas deomp ar pozioù hag ar vaketenn a vo da vezañ prest evit an 12/01/2024

Gwirioù :
Implijet e vo ar ganaouenn war an hent evit luskañ Redadeg 2024. Ar ganaouenn a c’hallo bezañ implijet gant pep hini evit brudañ ar Redadeg e-barzh filmoù, gouelioù a bep seurt...
Kaset e vo d’ar skolioù evit lakaat bugale a bep seurt liveoù (skol-vamm, skol kentañ derez, skolaj, lise) da zeskiñ anezhi gant plijadur. Gwelet e vo asambles penaos sevel ur video get ar ganaouenn dibabet.

Piv a zibabo ar ganaouenn ofisiel ?
Ur votadeg foran a vo aozet evit choaz ar ganaouenn. Ur vouezh dre chomlec’h IP.

2 rummad a vo :

  • rummad skolioù
  • rummad skolajoù/liseoù

Deiziataer :
12/01/2024 : distro ar c’hinnigoù (pozioù + maketenn kempenn)
13/01/2024 : rakdibab ar c’huzul merañ (an holl ganaouennoù a glot gant kaier ar c’hargoù)
15/01/2024 : lakaat ar c’hinnigoù enlinenn, lañsañ ar votadeg foran dre Internet
31/01/2024 : fin ar votadeg
5/02/2024 : embann an disoc’hoù

Pellgargit ar galv evit moullañ anezhañ.

Goulennoù ho peus ?
Deuit e darempred gant Cyril dre ar furmskrid darempred

Skolioù 2022