17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kanaouennoù ar skolioù 2024

Graet eo bet an dibab ! Goude 15 devezh votadeg enlinenn digor d’an holl evit dibab kanaouennoù ar skolioù eo deuet ar mare da gemenn deoc’h gant piv eo aet ar maout er genstrivadeg. Adlâromp e oa daou rummad war ar renk ar bloaz-mañ.

Gourc’hemennoù da :

  • skol Diwan Brest Gwelmeur evit ar ganaouenn "Treuzkas er Redadeg" er rummad "skolioù".
  • skolaj Diwan Kemper Jakez Riou evit ar ganaouenn "Pol’Kas ha Red" er rummad "skolajoù/liséoù.

Trugarekaat a reomp an holl skolioù, skolajoù ha liseoù o doa kemeret perzh, kanaouennoù dreist a zo bet kaset deomp. Evel e pep kenstrivadeg e vez ar re a c’hounez.... Hag ar re ne reont ket ! Lakaet e vo muioc’h war-wel ha da selaou evel-just an 2 ganaouenn a zo bet dibabet gant an tost 4000 voter. Pedet e vint ivez da ganañ e Montroulez devezh degouezh ar Redadeg. Ar re all a c’hello bezañ klevet memestra en heuliadeg pa dremeno ar Redadeg er broioù lec’h m’eo staliet ar skolioù. Ha perak pas war un arload brudet-tre evit ar sonerezh... Emaomp o studiañ an afer. Pediñ a reomp holl skolioù ar vro da zeskiñ ar ganaouenn bet trec’h en o rummad evit redek a-gevret evit ar brezhoneg eus ar 17 betek ar 25 a viz Mae 2024 eus Beg ar Raz betek Montroulez.

Pellgargit ar c’hanaouennoù !