Raktres 2 : Diskouezadeg
Kinnig un diskouezadeg er skol/skolaj/lise

- Anv ar raktres : Diskouezit ho redadeg !
- Mont en-dro :
1) Klaskit titouroù diwar-benn ar Redadeg. Gallout a rit ober gant titouroù a zo war lec’hienn internet ar Redadeg hervez an temoù a blij deoc’h
• Petra eo ar Redadeg
• Tem ar bloaz
• Kemennadennoù ar Redadeg
• Ar Redadegoù all en Europa
• Etc….
2) Kinnigit skritelloù gant disoc’hoù hoc’h enklask
3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.