17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Raktres 3 : Istorioù ar Redadeg

Petra a c’hell c’hoarvezout war hent ar redadeg ? Ur gwallzarvoud, rederien iskis, un aerouant ? A bep seurt traoù a c’hell bezañ ijinet. Mennozhioù e-leizh, plijadur ha fent met traoù kriz ivez.

Plijadur da skrivañ, da glask, met labour ivez evit adlenn, difaziañ…

  • Anv ar raktres : Ar Redadeg hag al Lennegezh
  • Mont en-dro :
    1) Klaskit titouroù diwar-benn ar Redadeg. Gallout a rit ober gant titouroù a zo war lec’hienn internet ar Redadeg hervez an temoù a blij deoc’h
    2) Ijinet un istor a-stroll er c’hlasad.
    3) Kasit fotoioù an abadenn deomp evit lakaat ar raktresoù war wel. Tagit pajenn facebook Ar Redadeg en ur lakaat @ar.redadeg war embannadenn Facebook ho skol ha pe ho kevredigezh divyezhek lec’hel. Rannet e vo war hon rouedadoù sokial ganeomp.

Liammoù :
Raktres 2018
Raktres Kemper

Istorioù er skolioù