20 >> 28 a viz Mae / Gwitreg >> Gwened

Kanaouenn ar Skolioù 2022

Piv a savo Kanaouenn ar Skolioù evit Redadeg 2022 ?

Kemerit perzh gant ho mignoned, ho strollad sonerezh pe ho klasad o krouiñ ur ganaouenn leun a startijenn evit reiñ youl d’ar rederien eus an 20 betek an 28 a viz Mae 2022 !

Ret e vo doujañ ouzh kaier ar c’hargoù da bellgargañ evit bezañ lakaet war ar renk.

Deiziataer :

  • 28/02/2021 : distro ar c’hinnigoù (pozioù + maketenn kempenn)
  • 1/03/2021 : rakdibab ar c’huzul merañ (an holl ganaouennoù a glot gant kaier ar c’hargoù)
  • 3/03/2021 : lakaat ar c’hinnigoù enlinenn, lañsañ ar votadeg foran dre Internet
  • 17/03/2021 : fin ar votadeg
  • 19/03/2021 : embann an disoc’hoù
Kenstrivadeg-skolioù-kemper