Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Mignoned ar Redadeg > Aet eo Celine Soun gant an Anaon

Aet eo Celine Soun gant an Anaon

Merc’her 18 a viz Here 2017

Evel an holl-re o deus anavezet Céline, glac’haret-bras omp o klevet eo aet Céline gant an Anaon. Ur blijadur eo bet ober anaoudegezh ganti da vare ar Redadeg. Deuet e oa e darempred ganaeomp gant ar raktres Comparsa o lakaat ar re yaouank o tibunañ war skasoù. Ken laouen omp bet da zegemer ar raktres-se evit al loc’hañ e Naoned, an degouezh e Lokoal-Mendon hag e-pad an hent e Douarnenez ha Poullann. Tro e oa evidomp kejiñ outi hag ur gwir plijadur kenlabourat gant Celin. Ur vaouez yaouank leun a startijenn, brokus, pedagogour ha doujus ouzh sevenadur pep hini. Bamet e oamp dirak kement a levenez a oa-hi gouest da dreuzkas d’an dud en un doare naturel hag efedus. He spered digor war ar bed neus lakaet ur bern tud d’ober anaoudegezh gant ar Brezhoneg dre ur sevenadur all. Evel er Redadeg emañ bremañ ar vazh test etre daouarn ar re a zo bet stummet ganti ha sur omp e chomo bev he oberenn e-barzh pennoù an dud o doa bet ar chañs d’en em gavout ganti. Familh ar Brezhoneg zo en kañv ha koun Céline a chomo don en hor c’halonoù.

céline