Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Mignoned ar Redadeg > Breizh ha Katalonia

Breizh ha Katalonia

Merc’her 18 a viz Here 2017

Nann d’ar gwaskerezh e Katalonia ! Ya d’ar gwir d’en em dermeniñ evit ar pobloù !

Evit diskouez pegen stag omp ouzh ar c’henskoazell etre ar pobloù, pegen pouezus eo deomp e vefe doujet ouzh an demokratelezh ha d’ar gwir d’en em dermeniñ, ni, kedoderien, arzourien, izili kevredigezhioù, sindikadou pe strolladou politikel zo bodet hiziv e Roazhon a-benn embann hor c’hengred frank gant pobl Katalonia.
Referendom ar 1añ a viz Here diwar-benn dizalchiezh Katalonia zo bet lakaet er-maez lezenn gant gouarnamant Spagn. Ar youl da aozañ ar referendom-se en ur framm lezennel ha gant reolennou par da re dilennadegou all zo bet bet kadarnaet gant ul lezenn graet evit sterniañ ar votadeg ha kaset da benn gant parlamant Katalonia , dilennet en ur mod demokratel.
Pep tra zo bet graet evit distrujañ ar strivoù-se ha mirout ouzh doareoù ober an demokratelezh reizh da vezañ implijet : kengalv 700 dilennad-kêr a save a-du gant ar referendom dirak ar justis, lakaet zo bet sez war ar paperoù-votiñ pe ar skritelloù kabaliñ, serret ez eus bet lec’hiennoù internet liammet
ouzh aozidigezh ar vot. An doareou lakaet e pleustr gant ar Stad spagnol n’haller ket sentiñ oute evit neb a gar da vat an demokratelezh hag ar gwir d’en em dermeniñ.
D’ar 1añ a viz Here, deiz ar referendom ez eo aet war washaat an doareou gwaskus : muioc’h eget 300 burev-votiñ zo bet lakaet serriñ gant ar polis, boestoù-mouezhiañ zo bet sezet, skarzhet ar Gatalaned en ur skeiñ gant ar bobl ha n’he doa da c’hoant nemetañ nemet reiñ he soñj diwar-benn dazont he bro.
Etretout ez eo ouzhpenn 800 den zo bet gloazet ha renablet gant an ensavadurioù katalan e dibenn an devezh-se. Ar skeudennoù-se n’haller asantiñ dezho o deus feuket ar bed a-bezh.
Penaos en un Europa a gred embann d’ar bed ez eo gwarant gwirioù mab-den e c’hellfemp asantiñ d’ur barrad gwaskus ken kreñv graet evit mirout ouzh ur bobl da implijout he frankiz a-benn ezteurel he youl ?
A-hed an devezh-se o deus prouet ar Gatalaned e oant gouest da zerc’hel gant kalon ha dellezegezh evit diskouez pegen tomm int ouzh talvoudegezhioù diazez an demokratelezh.
Daou zevezh goude e oa stanket Katalonia gant un harz-labour hollek heuliet gant kalz tud a-enep d’ar gwaskerezh hag evit ma vo doujet d’ar gwir d’en em dermeniñ.
Stad Spagn he deus dibabet derc’hel gant an hent feuls-se en ur zifenn ouzh parlamant Katalonia derchel an dalc’h bet raktreset d’an 9 a viz Here. E gwirionez e tenn evel-se digant pobl Katalonia he gwir da vezañ renet gant ar re int dileuriet drezo.
Mar fell deomp freuzañ gant nerzh an doare m’eo bet gwallgaset gwirioù demokratel ar bobl gatalan, feulster ar polis, e fell deomp lakaat war wel emzalc’h ar Stad c’hall hag a harp unvaniezh Stad Spagn dre vouezhioù Emmanuel Macron he frezidant ha Jean-Yves an Drian hep ger ebet diwar-benn gwaskerezh ar justis, an ensavadurioù pe hini ar polis en tu all d’ar Pireneoù.
Ma n’eo ket gouest Spagn ha Frañs, Unaniezh Europa da anzav disoc’h an argerzh demokratel katalan ez eo abalamour d’o aon ez afe seurt azgoulennoù da gontammiñ tud all. An demokratelezh n’eo ket ur c’hleñed anezhi, ha soñjal a ra deomp e rankfemp skignañ ar viruz plijus se amañ e Breizh en ur drukarekaat ar bobl gatalan evit he dellezegezh, he youl da reiñ un dalvoudegezh nevez da vennozhioù evel ar souvereniezh hag an demokratelezh.
Goulenn a reomp digant broioù ha pobloù ar bed degemer disoc’h ar referendom ha degemer Republik Katalonia nevez da Stad evel m’eo bet lavaret gant ouzhpenn 2 vilion a Gatalan d’ar 1añ a viz Here.
E Katalonia evel e lec’h all eo d’ar bobl da zibab.

solidarite.bretagnecatalogne@gmail.com

Kataluña