Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Mignoned ar Redadeg > Raktres Kamishibaï : dazont ar raktres skoazellet e 2014

Raktres Kamishibaï : dazont ar raktres skoazellet e 2014

Yaou 19 a viz Here 2017

Raktres KAMISHIBAI : MERVENT, KLT, SKED, AN OALED

Diorren ar brezhoneg
Kuzul-Meur departamant Penn ar Bed en deus bet c’hoant abaoe meur a vloavezh da reiñ ul lañs nevez d’ar brezhoneg.
4 c’hevredigezh, dindan sell Ensellerezh an Deskadurezh Stad, Sked, Mervent, KLT hag An Oaled a zo o labourat er skolioù publik youlek evit lakaat da dañva ar yezh hag ar sevenadur e kelc’hiadoù 1, 2 ha 3. War-dro 8 000 bugel o devez tro da gemer perzh er c’hentelioù-se, renet gant un 30 kelenner bennak.
Pal an diorren a zo digeriñ spered ar vugale war an endro dezho ha lakaat anezho da gompren pouez ar yezh e pep lec’h : war anvioù familh, anvioù-lec’h, liammoù gant ar re gozh, eskemmoù gant ar vrezhonegerien, mojennoù ar vro…
Ur bern temoù a vez desket er skolioù a-hed ar bloavezh skol: al livioù, ar c’horf, an dilhad, al loened, an ti, ar boued, ar maez…

Ar perak: an diouer
Bodadegoù labour a vez bep an amzer holl asambles evit en em stummañ pe ivez eskemm war ar vicher gelenn hag en em soñjal war an dazont.
Pep hini a sav e zafar pedagogel met merzhet ez eus bet un diouer a levrioù e brezhoneg plijus ha diouzh ar c’hiz hag a vefe mat da gaout evit klozañ ar prantadoù gant un istor buhezek, gouest da sachañ evezh ar vugale e brezhoneg ha, war memes tro, bras awalc’h da vezañ gwelet mat gant ur c’hlasad a-bezh.

Kamishibai ho peus lavaret ?
Kamishibai (« pezh-c’hoari war baper») a zo un doare kontañ e Bro Japan, ur c’hoariva bihan e lec’h ma vez diskouezhet istorioù dre skeudennoù dirak an arvesterien.
Ar c’hamishibai a zo bet graet gant paper e penn kentañ. Skeudennoù a veze lakaet da dremen e-barzh ur c’hoariva bihan anvet butaï (leurenn) e koad pe gartoñs gant 2 pe 3 dor.
Lakaet e veze en e sav war un daol pe (aliesoc’h) war ur marc’h-houarn pa veze er straedoù.
Pep tamm paper a zispleg un tamm eus an istor. N’ez eus warnañ nemet ur skeudenn dreset (emañ an destenn en a-dreñv en un urzh ispisial).

Kamishibai

Ar raktres
Emvodoù a zo bet dalc’het hag, a drugarez da Vediaoueg ar Gapusined, graet ganto un dibab levrioù e-keñver hor c’hoantoù, hon eus dibabet 26 levr. Pep kevredigezh a vo ganti daou rummad klok eus ar 26 levr-mañ ha kement all a vo evit ar Vediaoueg evit he c’henskoazell.

Ar gwirioù war al levrioù
Hervez lezenn hon eus pourchaset ar gwirioù ha marc’hataet anezho a-wechoù digant kement ti-embann ha deut omp a-benn da bakañ anezho evit 26 diouto.

Kamishibai-2

Troïdigezh
Kement levr a zo bet troet e brezhoneg war 3 live yezh evit gellet implijout anezho gant bugale a bep seurt live : troïdigezh rik, live etre ha live deraouidi.

Arc’hantiñ ar raktres
E 2013 hon bet eus savet ur raktres ha kinniget anezhañ d’« AR REDADEG » a ra war-dro diorren ar brezhoneg ha paket hon eus ar priz kentañ, da lavaret eo 12 270 euro. An Oaled, e penn ar raktres, en deus lakaet 6 000 euro en abadenn. Ar peurrest a zo bet degaset gant Kuzul an Departamant (3 000 euro) ha Kuzul Rannvro Breizh (1 500 euro).

Kamishibai-3