Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Petra eo ar Redadeg ? > An dastum arc’hant

An dastum arc’hant

Merc’her 11 a viz Here 2017

raktresou_2018Prenet e vez ar c’hilometroù gant an dougerien. Ar gounidoù bet graet a vo profet evit an hanter da rouedad ar skolioù Diwan, lidet ganti he 30 vloaz e 2008, hag hi luskerez ar Redadeg kentañ.

Treuzkas ar yezh a ya en-dro hiziv peurliesañ dre ar c’helenn e brezhoneg er skolioù. Rouedad Diwan, evit kelenn ar brezhoneg dre soubidigezh er skolioù a zo enni 3 500 bugel adalek ar skol-vamm ha betek ar vachelouriezh. Bep bloaz e vez digoret skolioù nevez. Harp eo rouedad ar skolioù-se, skolioù kevredigezhel, lik ha digoust, war he skoazellerien unan hag unan, ha war skoaziadoù deuet a-berzh strollegezhioù, ha dre vras war ar gevredigezh. Met n’eo ket trawalc’h e-keñver an ezhommoù bras a zo, da skouer evit ar skolioù nevez a rank gortoz pemp bloaz evit kaout postoù paeet gant ar Stad. Setu perak e roer da Ziwan hanter an arc’hant gounezet.

An eil hanter a vo profet da raktresoù nevez a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh.