Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Petra eo ar Redadeg ? > Korrika, Rith, Rhas...

Korrika, Rith, Rhas...

Merc’her 11 a viz Here 2017

Euskareg, Iwerzhoneg, Kembraeg, Kataloneg, Galizeg, ... Redet vez ivez evit difenn ar yezh e broioù all !

Ar C’horrika evit an euskareg

KorrikaC’hoar bihan ar C’horrika eo ar Redadeg ha skoazellet mat hon bet gant aozerien ar c’horrika evit aozan ar c’hentañ Redadeg. Anat eo.
Abaoe muioc’h a 30 vloaz eo ganet redadeg an Euskariz. Kantadoù a miliadoù a dud a gemer perzh bewech, bamet omp, anat eo ivez !
Korrika : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn

Ar Rith evit an iwerzhoneg

RithWar skouer ar C’horrika hag ar Redadeg eo ganet ivez ar Rith e Bro Iwerzhon. Redek a ra an Iwerzhoniz evit o yezh. Bep eil bloaz eveldomp hag un nebeud mizioù a-raok ar Redadeg e redont. Krouet e 2010, ar redadeg-mañ a heul
sizhunvezh an iwerzhoneg, tro-dro fest Sant Padrig. E 2018 e vo redet 2 600 km e-pad 7 devezh dre 17 bro hengounel gant 50 000 den.
Rith : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn

ar Rhas evit ar c’hembraeg

Ras yr IaithLañset eo bet e 2014 ar redadeg a ginnig 3 devezh o redek e miz Gouere evit diorren ar yezh ha skoazell ar c’hevredigezhioù lec’hel o labourat evit ar yezh. Neuze, 45 kevredigezh a zo bet skoazellet e 2016.
Rhas : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn

hag ivez

ar C’horrellengua evit ar c’hataloneg

CorrellenguaUr redadeg bep blez evit lakaat war wel ar yezh hag ar sevendar. Kinniget e oa e 1996 e pep lodenn eus ar vro.
ar C’horrellengua : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn

ar C’horrelingua evit ar galizeg

CorrelinguaRedek evit lakaat ar re yaouank hag ar c’hreizennoù pedadogel e barzh ar jeu. Redek evit diorren ar yezh e bro Galisia. Un devezh o redek bep blez evit ar yezh abaoe 2005.
ar C’horrelingua : skeudennoù ha titouroù ouzhpenn