Brezhoneg ha Plijadur !
Accueil > br > Petra eo ar Redadeg ? > Muioc’h a ditouroù...
jeudi 16 juillet 2020
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.
N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.
An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.
Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !
Gwerzhet e vo pep hini eus ar 1800 km d’an dud, d’ar strollegezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù,... da lâret eo d’an nep a fell dezhañ kemer perzh en darvoud a-benn skoazellañ ar brezhoneg. An hanter eus ar gounidoù az aio da arc’hantiñ rouedad ar skolioù Diwan. An hanter all a sikouro kevredigezhioù da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Berzh kentañ an darvoud, leun a levenez hag a startijenn, a chom a-hed ar bloavezhioù.
Dibaoe an hini kentañ a ya an darvoud war-gresk.
Ur c’hresk a gilometroù hag a berzhidi hag ivez ur c’hresk a zastum arc’hant evit ar brezhoneg
2008 | Naoned/Karaez 600 km | 50 000€ |
2010 | Roazhon/Pondi 1200 km | 93 000€ |
2012 | Brest/Douarnenez 1500 km | 121 000€ |
2014 | Montroulez/Groñvel 1500 km | 125 000€ |
2016 | Sant-Ervlan/Lokoal-Mendon 1700 km | 124 000€ |
2018 | Kemper/Plougerne 1800 km | 134 000€ |
Ur vazh a zo douget gant ur pennreder, dezhañ ur vailhurenn, niverenn ar c’hilometr warni. Da bep kilometr e ro e vazh d’unan all a zougo anezhi d’e dro.
Er vazh-eilañ ez eus ur gemennadenn a chom kuzh betek an degouezh. Ken kuzh all e chom anv ar skridaozer ha danvez an destenn a vo kaset a zorn da zorn betek kêr ar pal, hag a vo lennet ’benn neuze dirak an holl arvesterien.
War-lerc’h ar pennreder e teu ar rederien all : an holl re a fell dezho kemer perzh evit ur c’hilometrig pe meur a zek kilometr a zo degemeret mat. Un darvoud digoust ha digor d’an holl eo.
Gant an nerzh a sav eus ar bagad tud e c’hall pep hini redek ur pennadig hag a-wechoù pelloc’h eget m’en dije soñjet zoken !
Diouzhtu eo bet plijet an dud gant spered ar redadeg ha div wech e oa bet prizet Redadeg 2008 :
Embregerezhioù | 17 % | (PME, artizaned, tud war o anv, ... ), …) |
Kevredigezhioù | 27 % | (sevenadur, sport, mediaioù, kelenn, ...) |
Tud | 33 % | (yaouankiz, kerent, tud-kozh, bugale,...) |
Strollegezhioù | 19 % | (tiez-kêr, departamantoù, Rannvro Breizh, ...) |
Ensavadurioù | 4 % | (strolladoù politikel, sindikadoù, poellgorioù embregerezhioù,...) |
Awenet e oa gant skouer ar « Korrika », redadeg evit an euskareg, a zo bev abaoe 1980 hag a vod bep tro kant miliadoù a-berzhidi a-hed muioc’h a 2000 kilometr en Euskal Herria, e norzh hag e su ar vro, e-pad un dek devezh bennaket.
Abaoe 2007 e kemer perzh meur a Vreizhad enni e anv Breizh hag ar Redadeg. Bewech e vez ur strollad a hanter-kant tud a-benn dougen ar vazh-eilañ evit an degouezh ha diskouez skoazell ar Vretoned d’an euskareg. Tro hon eus bet da dapout mennozhioù brav evit prientiñ hor redadegoù. filmig savet gant skipailh Gwagenn TV e 2011
Evel-just e vez savet gouelioù bras evit al loc’hañ hag an degouezh, hag a-hed an hent e vez kavet ivez ur bern darvoudoù ha traoù kaer aozet gant kevredigezhioù, skolioù, strolladoù tud tomm d’ar yezh.
Goude tremen ar redadeg, e chom an arvesterien da lidañ an darvoud ha diouzh an eur e vez kavet darvoudoù a bep seurt ... Pep intrudu a vez degemeret mat.
Ar Redadeg a ro tro da ziskouez pinvidigezh arzel e Breizh hag e brezhoneg, traoù hengounel ha traoù a-vremañ (arvestoù c’hoariva, sinema, sonerezh, ...) hag ivez startijenn ar sport (gouren, bageal, redek war droad pe war velo, melldroad iwerzhonat, ...), buhez ar sevenadur hag ar gouelioù (levrioù, c’hoarioù, dañsoù, margodennoù, ...).
Gant skoazell Diwan eo bet krouet ar Redadeg e miz Mae 2008 evit lidañ 30 vloaz ar skolioù Diwan war an ton bras.
Hiziv eo ur gevredigezh emren aozet diouzh lezenn 1901, bet savet e miz Gwengolo 2008, enrollet er prefeti dindan an niverenn W353006925.
Diazezet eo mont en-dro ar gevredigezh war youl vat hec’h izili. Bodañ a ra tud, c’hoant ganto kemer perzh e aozadur hollek ar Redadeg.
M’ ho peus c’hoant da gemer perzh ivez e kavec’h amañ kenstag :