17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Dont da vezañ mesen

Kemerit perzh e Redadeg 2024 !

JPEG - 497.5 ke

Teuliad mesen

Penaos kemer perzh e Redadeg ?
Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn 10 000 adud : rummadoù disheñvel, hiniennoù pe strolladoù, skolidi, kelennerien, arzourien, sportourien, embregerien, artizaned, kenwerzhourien, dilennidi, tud a-du,...

Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro
Euskareg, Iwerzhoneg, Kembraeg, Kataloneg, Galizeg, ... Redet e vez ivez evit difenn ar yezh e broioù all ! Ar Redadeg a zo ur mare fromus bevet a-stroll, ur gouel a chom merket e eñvorennoù an dud.

Sevel ur c’hevelerezh padus a-gevred
Bezañ mesened : ur raktres da ijinañ asambles,hervez ho c’hoantoù ha ho talvoudoù en ur lakaat ho skipailhoù labour war wel.
Plijout a ra deoc’h hoc’h endro e Breizh, he sevenadur ... C’hoant ho pefe d’ober un dra eviti met, siwazh, n’ho peus ket amzer a-walc’h !
Ar Redadeg a zo evidoc’h ! Arc’hantet e vez gant ar Redadeg raktresoù evit diorren implij ar brezhoneg tro-dro deoc’h (sport, sevenadur, dudi, mediaoù,
touristerezh, …).
Pep hini a c’hell, hervez e binvidigezh, sikour raktresoù ha kaout tu d’ober e vad eus an arc’hant kinniget d’ar Redadeg. Brudañ hoc’h embregerezh a vo graet ouzh miliadoù a dud yaouank, Breizh an dazont en o daouarn, tud lorc’hus eus o yezh ha sevenadur anezho.

Prenit ho km !
1 c’hm Mesen : 1000 € / 1 c’hm - Mont e darempred ganeomp
(didennadur kemedel hervez al lezennadurezh e talvoud)
Evit ur 1 c’hm hoc’h anv a vo skignet war :
• Internet
• Panell ar c’hm (100 X 70 cm)
• Ar c’hm redet (dre gomz er mikro)

Raktres mesenerezh : 1 500 €
Kinnig a reomp deoc’h : Skeudenniñ hoc’h embregerezh en ur lakaat hoc’h anv ha ho logo war wel :
• war panel ar c’hilometr + kemenadenn ouzh ar mikro e-pad ar Redadeg
• war Internet : roll ar brenerien + pajenn ar gevelerien + liamm evit lakaat ho lec’hienn internet war-wel
• war hon dafar brudañ : skritelloù, plegoù-dibleg, kazetenn "Redadeg" (20 000 sk)
• war skritell vras "moger ar gevelerien" evit al loc’hañ hag an degouezh
• kemer perzh e klub ar vesened (standoù al loc’hañ hag an degouezh)
• didennadur kemedel hervez al lezennadurezh e talvoud
• eskemmoù all a c’hell bezañ kinniget hervez ho raktres, ho talvoudoù, ho c’hoantoù.

Raktres mesenerezh : 5 000 €
Kinnig a reomp deoc’h :
• eskemmoù ar raktres 1 500 €
• ho logo war pajenn-degemer hor lec’hienn internet
• ho logo e-unan : war ar 1 800 panelloù ar Redadeg
• eskemmoù all a c’hell bezañ kinniget hervez ho raktres, ho talvoudoù, ho c’hoantoù.

O tibab bezañ mesen e c’hell un embregerezh evit ar memes koust degas ur skoazell gadarnoc’h d’ar Redadeg.
Roet e vo un testeni d’an embregerezhioù-se, ma c’hellint kaout un digresk diwar o zailhoù, kement ha 60 % eus o frenadenn.

Teuliad mesen

Na chomit ket da dortal, deuit e darempred ganeomp !

Kartenn Hentad 2024