Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Kevelerien > Korn an Tiez-kêr

Korn an Tiez-kêr

Sadorn 10 a viz Ebrel 2021

Bep bloaz abaoe he c’hrouidigezh e 2008 e kemer perzh muioc’h-mui a diez-kêr er Redadeg. Kantadoù a c’humunioù a bren bep tro ur c’hm pe meur a hini evit diskouez eo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg, souten ar c’hevredigezhioù lec’hel a skign ha a dreuzkas yezh ha sevenadur Breizh (kevredigezhioù kerent skolidi divyezhek, kentelioù an noz, poellgorioù bevaat, tiez ar vro, bagadoù, sonerezh ha dansoù Breizh...)
Un doare eo ivez da diskouez e savont a-du gant an embregerezhioù a implij ar brezhoneg en o labour (pannelloù e brezhoneg, implij ar yezh etre ar gopridi hag evit degemer an dud, kehentiñ divyezhek evit o lec’hienn Internet hag o flaketennoù, ha kement tra...)

Perak redek evit ar brezhoneg ?

Un doare eo da ziskouez nerzh ha youl, startijenn ur bobl mennet d’ober gant yezh ar vro, da vevañ er yezh-se, da lakaat anezhi da vevañ dreist ar skoilhoù a vez kavet a-hed he hent.
Redek evit hag e brezhoneg a dalv deomp e welomp an amzer da zont gant fiziañs, e reomp eus an eizhtez-se ur mare a from hag a blijadur, o vodañ miliadoù a dud, oc’h aozañ gouelioù, festoù, predoù, arvestoù, kentelioù, prezegennoù, redadegoùigoù evit ar vugale ha kement zo, diouzh c’hoant ha moaien pep hini.

Redek evit ar brezhoneg a zo ober ur striv gant e gorf, redek 200 m evit lod, 1 km evit lod all hag ouzhpenn dek km evit ar sportourien, un doare fetis da gemer perzh, da gregiñ e-barzh.

Un darvoud klok eo ar Redadeg, war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

muioc’h a ditouroù ha muioc’h c’hoazh...

Penaos kemer perzh ? Tiez-kêr kumunioù Breizh : Kemerit perzh en darvoud-mañ

Kentañ doare da skaozellañ an darvoud eo prenañ ur c’hilometr pe meur a hini a-hed an hent, war dachenn ho kumun da skouer. Un taol-kaer evit ar plijadur. Redek a ra an holl evit diskouez eo tomm o c’halon ouzh ar yezh, evit klevout brezhoneg ha kaozeal anezhañ.
Lakait ur sell war raktresoù arc’hantaouet e 2020 hag ar re d’ar redadegoù passet.

Pren kilometradoù :
• Kumun - 3000 annezad : 250 €
• Kumun + 3000 annezad : 350 €

Aesaat an tremen d’ar Redadeg ha kenlabourat gant aozerien ho korn-bro en ur votiñ un embann er c’huzul-kêr evit herzel an dremeniri un tamm a-raok ar Redadeg, pa zegouezho ha goude ma vo tremenet (1 eurvezh)
Pellgargit ur patrom embann da ginnig d’ho kuzul-kêr hag a zo o tont.
Pellgargit fichenn refleks – Régimes d’occupation de la voie publique et signaleurs.

Degas ur skaozell aveel : Prestiñ dafar gouel pe surentez, lakaat polis ar gumun da ziwall, brudañ ar Redadeg en ho kehentiñ (kannadig-kêr, lec’hienn internet h.a.h.a...)

Prenañ mailhuroù evit bugale skolioù ho kumun a gemero perzh.
Priz « bugale » : 13 € an tamm

A-benn ar fin dougit ar vazh-test d’ar c’hilometr(où) ho peus prenet. Douger ar vazh-test a c’hall bezañ an aotroù maer pe itron maerez hag e guzulierien d’e heul, pe bugale skolioù divyezhek ho kumun, pe sportourien, arzourien, pennoù kevredadoù ho kumun.

Grit anaoudegezh gant hentad ar Redadeg a dremeno war ho kumun en ur zoumañ ouzh hor c’hartenn enlinenn. Gell a rit klikañ war ar poentoù livet evit gouzout piv n’eus prenet kilometr-mañ kilometr en ho kumun.

Redadeg 2021 : Prenit ho kmoù enlinenn !

Penaos ober evit paeañ ho kilometr(adoù) ?

Hervez mont en-dro ho kumun e c’hallimp kas deoc’h ar brouenn-gont ho pefe ezhomm :
Ur fakturenn pe ur rakpriz : kasit ho taveennoù deomp evit ma vo graet ar pezh-kont ganeomp.
Evit paeañ evel ur skoazell yalc’had, pellgargit hor RIB pe kit davedomp ha kaset ‘vo deoc’h dre bostel.

darempred : Katelin : 09.61.20.26.11 pe darempred@ar-redadeg.bzh

Ar surentez war an hent sellet pizh noz ha deiz ganeomp

Mont da goll a rafe ar perzhioù-se, dudius ha livet kaer, ganto spered ar fest, paneve e vez aozet an traoù en un doare pizh ha kempenn, gant ar bras eo ar riskl a-hed ur pennad hent ken hir war an hentoù digor d’ar gweturioù. Gant an doare sirius ha sur ma vez aozet e chomo an abadenn gaer-mañ ivez un digarez hep e bar d’an dud joa, levenez ha plijadur ganto, da ziskouez d’an holl ha dre ar sport pegen tomm int ouzh ar brezhoneg.

An heuliadeg

Heuliadeg / Convoi bzg

Tri c’harr a ya d’ober an heuliadeg (2 wetur skañv hag ur sammorell).
Ouzhpenn ar re-se ez eus un eil sammorell (karr-tan niv. 4) hag a vo implijet pa ranko ar c’harr-tan ambroug ober pourvezioù strilheoul, pa vo cheñchamantoù skipailh pe ma chomfe sac’het ar c’harr-tan 2.
Gallout a ra an div sammorell bezañ implijet an eil e-plas eben, hag eskemmet e vint bep taol ma vo cheñchet skipailh abalamour da aesaat mont en-dro an traoù.
War an hentoù e vez kavet marc’hoù-tan a-wechoù (2 pe 3 hervez ar riskloù) evit kreñvaat ar surentez hag ivez beloioù rak efedus-tre e vezont, dreist-holl e kêrioù bras.
Ur skipailh ouzhpenn, ur SKaR (Skipailh Kreiz ar Redadeg) a zo enni 5 auto gant 3 den hag a heul an heuliadeg. Ganto emañ otoioù bihan evit ma c’hallont heuliañ, skoazell, kreñvaat ar skipailhoù lec’hel ha soursial ouzh dafar an heuliadeg hervez an ezhommoù, kenurziañ aozadur ha surentez ar Redadeg a-bezh.
(kit da gaout an dossier surentez)
Kresket e vo an iver a otoioù c’hoazh gant abegoù yec’hedel evit ma vo naetaet ar c’hirri-tan bep tro a vo ret cheñch ar skipailhoù.
Kit da gaout ar reolennoù yec’hedel a vefe gant an heuliadeg e miz Mae 2021

  • biocoop kemper
  • Café Coic_logo_brud2016
  • koreff_pub_web
  • stered