Raktresoù arc’hantaouet
Ouzhpenn bezañ un darvoud plijus tro-dro d’ar yezh eo ar bodad tud-se un digarez brav evit broudañ implij ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ hag e Breizh a-bezh.
Bountet ha douget eo ar youl-se gant ar bobl ha pep hini a gemer perzh evit tizhout ar palioù ha skoazellañ sevel raktresoù nevez.
Abaoe 2008 omp bet gouest da reiñ 942 400 € en-dro en holl (titouroù nevezaet 10/2023). 499 600 € a zo bet roet da Ziwan ha 442 800 € da raktresoù liesseurt (ar roll a zo dre ar munud evit pep bloaz).
Video / Ar Redadeg : da betra ’servij an arc’hant dastumet ? - 13 munud e Breizh - Breizhoweb