17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Raktresoù 2014

E 2014 -> 125 000 € omp deuet a-benn da reiñ da raktresoù nevez

Raktresoù_2014

Tem ar bloaz : lakaat war wel an oadourien a zo o teskiñ brezhoneg.
Bep bloaz e vez ouzhpenn 3300 den o teskiñ brezhoneg dre stummadur hir pe gentelioù sizhuniek, diouzh an noz pe war an deiz, en tu-hont da stajoù berr e dibennoù-sizhun pe stajoù hiroc’h e-pad ar vakañsoù !
Evit adperc’hennañ ar yezh, n’eo ket trawalc’h skoliata ar vugale er skolioù brezhonek. Mat-tre eo evit amzer da zont ar vugale hag ivez hini hor yezh. Ur c’hammed pelloc’h e c’heller mont :

Deskiñ ar yezh, deskiñ hor yezh, an hini n’hon eus ket bet tro da zeskiñ er skol. Morse n’eo re ziwezhat.

Oc’h ober er mod-se, o teskiñ hag o kaozeal brezhoneg, e tiskouezont splann hag e roont skouer tud deuet mennet da adperc’hennañ o yezh. Ne c’heller ket ober gwelloc’h.
E pep lec’h e vez kavet tro da gaozeal brezhoneg ha da gentañ tout er gêr evel just, gant ar vugale.
Hir e c’hall bezañ an hent, gwir eo, met hepto, hep an dud deuet, hep ar vugale e vefe hiroc’h c’hoazh.

Kenlabour ha kenskoazell

Unan eus palioù ar Redadeg eo krouiñ liammoù ha lakaat an dud, tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg, da genlabourat evit ar yezh.
Laouen bras omp gwelout e vo meur a raktres savet gant kevredigezhioù a-gevret pe gevredad.

kamishibai_an Oaled_2014

Raktres Kamishibai e brezhoneg

An Oaled : 12 270 €
Kamishibai (紙芝居, «pezh-c’hoari war baper») a zo un doare kontañ er Japan, ur c’hoariva bihan e-lec’h ma vez diskouezet istorioù dre skeudennoù dirak an arvesterien.
Ur c’henlabour diwar ur grouidigezh a-vremañ evit bugale ar skolioù ha Kampoù vakañsoù.
Titouroù ouzhpenn : http://www.anoaled.com/

Yezhadur Chalm e brezhoneg

An Alarc’h : 4 660 €
Ur yezhadur e brezhoneg penn da benn a gloto gant ezhommoù a vremañ ar skolajidi, al liseidi, an deskarded hag ar vrezhonegerien.

Kelaouenn bedagogel - Lodenn Liesvedia

Skol an Emsav : 5 600 €

Skola an Emsav_2014

Ur gelaouenn dudi ha pedagogel evit ar re a zo o teskiñ ar yezh, an deskidi met ivez al liseidi, ar studierien.
Evit gouzout hiroc’h : Skol an Emsav

Mont pelloc’h gant ar radio : krouidigezh lennegel

Blaz Produktion : 9 330 €
Krouiñ abadennoù a galite dre ar radio evit lakaat al lennegezh vrezhonek da vezañ klevet ha broudañ ar grouidigezh lennegel evit ar radio.

Sevel c’hoarioù pedagogel evit diorren implij ar Brezhoneg

APLUD / 8910 €
C’hoarioù kartoù, diñsoù, c’hoarioù komz ha c’hoarioù korf evit aesaat, broudañ, ledanaat implij ar Brezhoneg e meur zegouezh : buhez familh, strolladoù mignoned, klasoù, stajoù, skolajoù, ha kement lec’h ma klasker mont e Brezhoneg.

Levrioù e brezhoneg, mar plij !

Div Yezh Bro Roazhon : 7 740 €
Kenlabour etre skolioù ‘zo en “3 Di” a-benn dibab hag embann levrioù nevez evit ar yaouankiz ha profañ anezho da 1000 bugel un tammig e pep lec’h er c’hlasoù
brezhonek e Breizh.

DAO Deskiñ d’an Oadourien : 13 990 €

Malizenn bedagogel niverel evit ar gelennerien d’an dud deuet
Ur benveg liesseurt lec’h ma c’hello pep kelenner kemer ar pezh a vo e liamm gant e gentel. Evit pep live e vo kavet danvez evit deskiñ dre lenn, dre selaou, dre gomz, dre skrid.
Evit gouzout hiroc’h :http://www.dao-bzh.org/