17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Raktresoù 2016

E 2016 omp bet gouest da reiñ en dro 124 000 €

Tem ar bloaz : Ledanaat tachenn ar brezhoneg ! Da lâret eo "Brezhoneg e pep lec’h !"

Petra gwelloc’h hag efedusoc’h eget arvestoù ha mediaoù, c’hoariva, filmoù, klipoù ? Lod a zo bet dibabet e-touez raktresoù 2016 !
Ur vagouri ivez evit plantañ ar yezh an abretañ ar gwellañ hag e Naoned mar plij !
Ur rouedad nevez ivez evit foeterien ar vro o deus c’hoant da gaout bod pe boued e Brezhoneg !
Hag ouzhpenn ar raktresoù evit ar brezhoneg, unan evit ar gallaoueg, abalamour e blij deomp ivez bevañ en ur vro kenskoazell ha liesseurt !


Ur mikro magouri en Naoned : 20 000 €

E-touez an doareoù furmel da zegemer ar vugaligoù ez eo ar magourioù ar re brizietañ. Un drederenn eus ar gerent a fell dezho kaout ur plas en ur vagouri. Evito ez eo ur framm talvoudus-kenañ evit diorren barregezhioù darempred o bugale ha sikour anezho da vezañ divorfil hag emren.

Deuet eo anat ar soñj da sevel ur vagouri : un dra ret hag a vanke e-touez an aozadurioù padus hag asur kinniget betek-hen e brezhoneg e Liger-Atlantel. Ar raktres mikro-magouri hag ar gevredigezh « Youn ha Solena » a oa bet ganet e 2013, kaset war-raok gant div vamm hag o doa c’hoant da grouiñ ur framm degemer ar vugaligoù e brezhoneg penn-da-benn. Prestik e oa en em gavet meur a zen prest da gemer perzh. Tamm-ha-tamm ez a ar gevredigezh war vrasaat hag ar raktres war-raok.


Un degemer tiegezhel hag hiniennel a vo, meret gant ar gevredigezh hec’h-unan. 10 plas a vo kinniget. Ar vugale etre 2 viz hanter ha 4 bloaz a vo lakaet en un endro brezhoneger gwirion. Un degemer a-feson a faot d’ar re-se ober. Doujet e vo ouzh personelezh ar vugale, ouzh o diorren psikokefluskel hag afektivel, ha dalc’het e vo kont eus o c’hempouez-buhez hag eus o live divorfilañ. Gant ar bihan m’eo ar framm raktreset e c’hell an evezh bezañ pishoc’h.
Digor e vo ar mikro-magouri d’an holl familhoù eus tolpad kêrioù Naoned, brezhoneg ganto pe get. Diouzh doare kement hini a zo digor e spered, c’hoant gantañ dizoleiñ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ha bevañ ganto e vo ar vagouri-se.


E Toull ar bleiz : 20 000€

"E Toull ar bleiz " zo ur raktres film-hir e brezhoneg, diorroet gant an ti-produiñ Kalanna. Kinnig d’an arvesterien koulz er sinema ha war ar skinwel ur thriller-spered a-vremañ diazezet e Breizh, setu o fal.

Er film, Mael, ur c’hrennard pemzek vloaz, a ziskoach ur prantad feuls ha poanius bevet gant e vamm, Liza, bloavezhioù zo. Gant poan e teuio a-benn da lakaat anezhi d’ober ar peoc’h gant hec’h amzer tremenet.

Un dachenn a-bouez eo ar filmoù faltzi evit buhez hor yezh. Plijadur a ro d’ar vrezhonegerien met un doare eo ivez da ziskouez d’ar muiañ-niver eo bev ar brezhoneg hag e c’heller implij anezhañ er vuhez pemdeziek. Marteze e vo aesoc’h evel-se d’ar Vretoned degemer mennozh ur gevredigezh divyezhek e Breizh. Ul labour a-stroll eo ar c’hleweled. Koulz da vare ar produiñ, ar skrivañ, ar filmañ, ar frammañ, ar sonveskañ e labouro dalc’hmat teknisianed hag aktourien "E toull ar bleiz" e yezh ar film, ar pezh a vez graet bremañ en un doare ingal gant Kalanna.
« Lorc’h a zo ennomp da vezañ sikouret gant Ar Redadeg evit stagañ ganti. »


Tro-Didro : Krouiñ ur pezh c’hoari war gan : "Galnys, priz ar gwad" 3 000 €

AN ISTOR : En un tu bennak, en amzer gozh ar broioù predenek, en tu all da Vor Breizh…
Ur priñs yaouank zo bet drouklazhet. Nepell da-heul e teuio e gerent da c’houlenn ar Galnys ouzh familh ar muntrer, diouzh a vez graet a-holl-viskoazh. Ma ’z a plaen pep tra e vo renket an tabutoù etre an daou glann. Ma ne vez ket emglev e vo riskl a vrezel. Ha brezelioù kriz, siwazh, zo c’hoazh e memor ar re goshañ.
Emglev kamm-digamm pe brezel kriz? Sed aze ar goulenn bras savet gant Galnys, unan hag a vez heklev dezhañ en hor bed a-vremañ.
Daoust ma taol Galnys blaz an drajedienn ez eus ivez kalzik a farouellerezh e-barzh.
Ar pezh c’hoari-mañ, skrivet gant Yann Fulub Dupuy, a vo c’hoariet gant ar strollad Tro-didro dindan e renerezh hag hini Mich Beyer.


UN DIMEZIÑ KAN HA C’HOARIVA
Evit reiñ ton d’an istor-se hon eus goulennet ouzh Jean-Yves Le Ven lakaat war gan sonioù eus ar pezh-c’hoari ha dileuriañ kanerien eus lazoù-kanañ Mouezh Bro Konk ha Kanerien Sant Meryn, aet div wech ganto ar maout gant kampionad al lazoù-kanañ, d’en em veskañ ouzh ar gomedianed.
Un taol-lagad eo d’ar c’hoariva gresian kozh evel-just met dreist-holl un digarez da zisheñvelaat an danevelliñ er pezh-c’hoari. Hanter-hent etre ar c’hoariva kozh hag ar gomedienn war gan e vimp.


UR RAKTRES HOLLVREZHONEK
Evel ma vez gant Tro-didro e vo sevenet pep tra e brezhoneg. Un enor eo bet deomp bezañ bet dibabet gant ar Redadeg evit bezañ skoazellet. Gant ar skoazell-se e c’hallimp evit ul lodenn vat, enfredañ un arzour/teknikour brezhoneger da sevel deomp ar senografiezh a zegouezho gant hor raktres, gant ur spered a vodernelezh da enebefediñ ouzh hended an istor e-unan. Mennout a reomp broudañ ar c’hrouiñ e brezhoneg war meur a dachenn: lennegezh, sonaozañ hag arzoù ar gweled. Dre-se marteze e vo desachet arvesterien nevez d’ar c’hoariva brezhonek ?


Bevañ Bro-C’halloù gant ar vugale : 2 000 €

BAFA donaat « Bevañ Bro-C’halloù gant ar vugale », 11-16/07/16, La Prénessaye (22)

Le permier estaije BAFA en galo !
L’UBAPAR eut den l’idée de métr su bout un BAFA Avanjement « Veqhi le payi galo cantë les garçâilles » a ste fin de pousser le galo dan les laizis pour les garçâilles e les jieunes.

O les camps galos e l’avancée des TAP, nan s’avize qe n’i a afére d’animous caoze-galo. I en’na pas ghere e c’ét ben des fais des benvoulants (gn’a ren qe 3 bounejens gaijës den des souètes a yétr a méme de mener des animeries entour du galo). Le BAFA-la va aider a débourder l’afére. Toute une jeneracion de jieunes engalézës pouraent rdoner lou savair de méme e se former a l’animerie : les jieunes qi furent és camps galos de Plleumieu (17-18 ans), les licéyens en opcion galo e les poussous de Rene 2.

Bep bloaz vez ezhomm buhezourien evit ober war-dro ar c’hampoù gallaouek aozet gant an Assembies gallèses hag ar prantadoù TAP « Yezh ha sevenadur Bro-C’halloù » aozet amañ hag ahont. Ha n’eo ket aes kavout tud barrek war ar buheziñ ha war ar gallaoueg ivez. Spi hon eus e vo aesoc’h goude ar stummadur-se, kaset da vare festival an Assembies gallèses, lec’h ma vo kinniget d’ar stajidi c’hoari, krouiñ ha bevañ an deskadurezh pobl e gallaoueg.


Keit Vimp Bev & BHS-Radio Breizh : 7 000 €

Un heuliad kontadennoù radio evit ar vugale
Un dibab kontadennoù hag istorioù, a-gozh hag a-nevez, kontet gant meur a vouezh, ha lakaet etre divskouarn ar vrezhonegerien yaouank : sed aze pal ar c’henlabour etre an ti-embann Keit Vimp Bev hag ar rouedad radioioù BHS-Radio Breizh.

« Pennad-komz gant Sten Charbonneau » hag a zo e penn ar raktres, kaset gantañ e-pad bloavezhioù abadennoù kentañ e brezhoneg evit ar vugale. Skiant-prenet gantañ, gouest da lenn brav-tre, hag an darempredoù war-eeun gant ar vugale dre bellgomz a zo chomet e-barzh pennoù hag ar vugale hag ar gerent.

Perak kas kontadennoù d’ar vugale a-hiriv ?
Da gentañ evit sachañ ar vugale war-zu istorioù a-gozh, bet kontet a-hed kantvedoù evit o zalvoudegezh pedagogel, pe istorel, ha koñchennoù ar c’hiz nevez bet savet gant skrivagnerien ha skolaerien. A-viskoazh eo bet plijet ar Vretoned gant koñchennoù, hag un toullad mat anezho zo bet dastumet hag embannet e meur a gelaouenn. An deiz a hiriv c’hoazh, e kaver skrivagnerien ha konterien awenet da sevel koñchennoù o tennañ muioc’h diouzh buhez ar vugale a hiriv.

Ne gaver ket amzer a-walc’h en holl familhoù, siwazh, evit lakaat an teñzorioù-se da vezañ anavezet. Dre rouedad ar radioioù e c’heller lakaat etre divskouarn ar vrezhonegerien yaouank un tañva eus kontadennoù ha rimodelloù ar vro.

Selaou kontadennoù er gêr a c’hell talañ ouzh an diouer a vrezhoneg a vez an deiz a hiriv er familhoù, ha kreñvaet e vo al labour kaset da benn gant Keit Vimp Bev.

E peseurt stumm e vo kinniget ?
Enrollet ’vo ar c’hontadennoù gant teir mouezh pe muioc’h mar bez ezhomm, hervez an niver a dudennoù en istor, kement ha liesaat ton ha red an istorioù, ha reiñ buhez d’an divizoù.
Ouzhpennet ’vo trouzioù evit buhezekaat an istorioù, ha tonioù evit luskaat ar c’hoñchennoù.

Peseurt istorioù vo dibabet ?
Kontadennoù hengounel da gentañ, met en ur azasaat ar skridoù diouzh an ezhomm, kement ha lakaat anezho diouzh live komprenedigezh bugale ar c’hentañ kantved war ’n-ugent, o vevañ en ur sevenadur gwall zisheñvel.
Implijet ’vo ivez kontadennoù modernoc’h, bet savet nevez ’zo gant skrivagnerien, kelennerien pe skolaerien, hag embannet gant Keit Vimp Bev.

Un toullad kontadennoù all, tennet eus lennegezh ar bed, nevez troet e Brezhoneg a vo ivez, kement ha kinnig furnez ar bed holl d’ar vugale digor dija o daoulagad war sevenadurioù all.
E dibenn pep kontadenn e vo ouzhpennet un nebeud komzoù a glozadur, evit resisaat spered ar gontadenn bet dibunet, ha dezrevelliñ peseurt preder a oa enni.


BARZHANOFF : "EVEL KI HA KAZH" 2000 €

Emañ Barzhanoff o labourat war ur raktres nevez...
« Ma labousig, ma loutig, poñsinig...
Met, petra ’zo ?... Paourkaezh paotr ! A, gourc’hemennoù dit !
Te zo klañv da spered ?! Sell ouzh da fas ba’r melezour... »

A-benn nebeut e c’helloc’h ober anaoudegezh gant Padrig, Kim, Youn, Karo ha koubladoù all en abadenn EVEL KI HA KAZH ! Petra eo ? Ur web-stirad e brezhoneg gant sketchoù berr ha fentus !


Piv eo Barzhanoff ?
E 2001 e oa bet ganet ar strollad Barzhanoff e kêr Roazhon diwar youl un nebeud skolidi ha kelennerien eus ar gevredigezh Skol an Emsav. Fellout a rae dezho sevel abadennoù c’hoariva a blije dezho, da lavaret eo c’hoariva birvidik, leun a startijenn ha diazezet war ar fiñval hag ar c’hoarioù leurenn evit ma vefe disachet ivez ar re na gomprenont ket (c’hoazh) ar yezh zoken. Ne oa ken nemet stagañ ganti.

Dibaoe e vez douget Barzhanoff gant ur skipailh liesliv. Ar pezhioù «Muntr er Vro Vigouden», «Kig ha Faltazi» ha «Glebajoù boemus» a zo bet savet.
Cheñchet e oa bet palioù ar skipailh Barzhanoff e 2015 gant ar c’hoant sevel filmoù e brezhoneg evit an holl. Perak ar cheñchamantoù-se ? C’hoant hor boa d’ober gant teknologiezhioù ha doareoù a-vremañ - da lavaret eo skignañ ur rummad filmoù dre internet. Ha setu ganet ar web-stirad “Evel Ki Ha Kazh” !
60 sketch a zo bet skrivet evit poent. Filmet ha frammet filmoù berr... ha plijadur ’zo !

Barzhanoff hag Ar Redadeg
E 2008 ha 2014 hor boa skrivet ha c’hoariet sketchoù evit Ar Redadeg c’hoazh. E 2016 e kemeromp perzh e difi «SAVIT KLIPOU BERR» : gallout a rit sellet ouzh «Seksi pe pas», «Un afer ego» ha «Yec’hed mat» war pajenn Klipoù lec’hienn Ar Redadeg.

Evit gouzout hiroc’h :
https://www.facebook.com/profile.php?id=100011259366296
http://bzh.barzhanoff.free.fr


KDSK NAONED : Ar brezhoneg er vediaoueg : eus ar c’hlasel d’an niverel 8000 €

En un doare fetis e klask KDSK bezañ un ostilh « digor » d’an hiniennoù, d’ar c’hevredigezhioù pe d’an aozadurioù dedennet gant ar produerezh lennegel ha yezhel embannet hiziv e Breizh pe c’hoazh er broioù keltiek all.
Ur skourr kentañ (a zo) a oa bet digoret e Gwened e 2001 hag un eil a zo bet staliet abaoe e Bro-Naoned, e Sant-Ervlan, e miz Gwengolo 2008.
KDSK a zo un ostilh dibar e bed al levraouegoù breizhat dre he doareoù da labourat, met ivez dre binvidigezh an dalc’had teuliaouiñ a denn da Vreizh pe d’ar broioù keltiek : levrioù, kelaouennoù, luc’hskeudennoù, skorioù kehentiñ a bep seurt (skritelloù, follennoù-nij, pegsunioù, ...), pladennoù CD, pladennoù DVD.
Abaoe ma ‘z eo bet krouet KDSK e vez prenet teulioù evit pinvidikaat an dalc’had, met profoù a vez resevet ivez digant hiniennoù, embannerien, skrivagnerien. Politikerezh teuliaouiñ KDSK a zo prenañ div skouerenn eus pep teul embannet d’an nebeutañ.

Ouzhpenn 17 000 teul e brezhoneg, e galleg, e yezhoù keltiek pe e yezhoù all c’hoazh a zo renablet etre 2 vediaoueg KDSK.

Ha bremañ e c’hallo diskouez pinvidigezh ar c’hinnig teuliaouiñ e brezhoneg, kalz pelloc’h eget ar bed lennegel. N’emañ ket mui ar paper « diouzh ret » danvez ar skorioù skignañ. Aet eo war-raok an embann e brezhoneg hag ober a ra diouzh an teknologiezhioù nevez ha diouzh ar furmadoù nevez liammet ouzh ar skorioù lenn, lakaat enlinenn war Internet ha pellgargañ : ePub, PDF, Mobi, Mp3… Hiziv an deiz, embannerien levrioù e brezhoneg ‘zo a vez o kinnig levreloù war-eeun war o lec’hiennoù Internet, ha reoù all hen gra dre hanterouriezh kenstrollerien levreloù (Difetis, …).



Raktres TRO HA DISTRO A ZO BET DALEET. Ma vo kaset en dro deomp e 2018 e vo brientekaet ganeomp.

Tro ha Distro : BB - Bod pe boued e brezhoneg 10 000€

Ha ma sikourfe ar rouedadoù sokial ar vrezhonegerien da gejañ da vat o vout degemeret, bod pe boued, e brezhoneg ?
Gellet a raint touristañ en o bro ha pelloc’h, gwelet abadennoù pell diouzh o zi, foetañ bro evit o labour…, hep dilezel o yezh da-geñver ar predoù pe an nozioù. Skoulmañ darempredoù eus an dibab a raint ivez ha kreñvaat kumuniezh ar yezhourien. Tud o teskiñ ar yezh a c’hello dibab bout soubet enni ouzhpenn o c’hentelioù.
A-benn nebeut e vo kavet titouroù war www.bev.bzh ha d’an nebeutañ ur bajenn e-dan berr hag a zisplego ar raktres dre ar munud.