20 >> 28 a viz Mae / Gwitreg >> Gwened

Raktresoù 2020

Raktresoù niverus hon eus resevet c’hoazh ar bloaz-mañ. 8 a zo bet dibabet en o zouez gant skoazell Kuzul ar Re fur (mui unan dibabet e 2018, eil lodenn ar skoazell gantañ), raktresoù a-feson evit lakaat war-wel liesseurted ha pinvidigezh ar brezhoneg, liammet gant tem ar bloaz : Deus ’ta mignon !

Neuze e 2021 e redimp e 2021 evit abegoù yec’hedel gant ar pal e vo reiñ 130 000 € d’ar raktresoù evel :

Radio Kerne – Ur Radio 100% e brezhoneg e Naoned - 15 000 € eil lodenn
Ur pal strategel war hir dermen eo kaout ur radio gouest da skignañ e Breizh a-bezh, a ginnigfe d’an holl vrezhonegerien ur skeudenn liesliv ha klok eus o bro.
Ur bariadenn foll e oa, digeriñ ur media hollvrezhonek e Naoned, met deuet eo da vat ar raktres, 2 zen zo bet implijet ha stummet, ul lec’h kavet ha postet arc’hant en dafar evit staliañ ur studio. Eil lodenn ar sammad votet e 2018 a servijo da stabilaat ha da reiñ lañs da vat da Radio Naoned.

RAOK - Brezhoneg ha kehentiñ e Kreiz-Breizh - 4 000 €
Krouiñ ur «c’hit brezhoneg» evit kizidikaat tud a bep seurt e bed an darvoudoù, (sevenadur ha sportoù) ha bed an touristelezh (bodoù, lec’hioù touristel, pretioù, letioù,...). Lakaat an dud da gomz ar yezh el lec’hioù-se ha lañsañ divizoù e brezhoneg pe diwar e benn... E Kreiz-Breizh de vras met gallout a rafe bezañ lakaet e plas pelloc’h ivez ha ledanaat da c’houde ma ra berzh ar c’hit-se.

BANNOÙ-HEOL - Ar Marc’h Dall - 10 000 €
Adkrouiñ «ar Marc’h Dall» bet krouet e 1979 evel un oberenn nevez, kempennet evit ul laz-seniñ sinfoniek, ul laz-kanañ soloourien ha benvegoù hor bro. Peadra da sachañ evezh kalz tud ha da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar sonerezh hag hon istor rak pinvidik-tre eo komzoù an destenn-se a c’hallo bezañ studiet er c’hlasoù kentañ-derez, skolajoù, liseoù, kreizennoù-stummañ, hag er gêr.

Radio Kreiz Breizh - Gerioù ar vuhez - 10 000 €
Teñzor hor yezh bet dastumet e-pad 600 abadenn “gerioù ar vuhez” kaset gant Herri an Aod, ur c’horpus ac’h a milieroù a c’herioù hag a droiennoù d’ober anezhañ a vo lakaet enlinenn, gant un ostilh ludik ha pedagogel a-benn ma c’hallfe pep hini selaou hag adselaou an abadennoù pinvidik-se. Peadra a vo evit magañ an deskarded kement hag ar re varrek, talvezout a ray d’ur bern tud da vrasaat o deskamant war danvez Breizh ha kement-se dre ar brezhoneg.

Herborescence - A blantenn da blantenn - 3 000 €
Dastum liested implijoù hag anvioù ar Vretoned diwar-benn ar plant ha da c’houde kizidikaat ar re zo o teskiñ gant an danvez bet rastellet, setu pal ar raktres brav-se. Treuzkas a rumm da rumm gouiziegezh diwar-benn ar blant ha gant ar brezhoneg dre gomz pe war al lec’hienn internet a vo graet.

Mignoned ar Brezhoneg - Stal.bzh, eus al lec’hienn war zu ur rouedad - 10 000 €
Setu ur skoazell bet roet evit sevel binvioù evit buheziñ ur rouedad embregerezhioù ha diorren ar brezhoneg er stalioù. Kaset da benn dija war Internet gant ul lec’hienn, ar pezh a zo kinniget er raktres se zo sevel binvioù hag emvodoù labourat a-stroll evit diorren ar brezhoneg e bed an ekonomiezh.

Ti ar vro Landerne - Lak brezhoneg en da vakañsoù - 3000 €
E-barzh ur raktres ledanoc’h ez eus bet dibabet postañ arc’hant evit ar greizenn-dudi. E brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 12 vloaz hag e-pad ar vakañsoù-skol e vo. An hini kentañ e brezhoneg e vefe e Penn-ar-Bed, 22 gumun a zo war dachenn Ti ar vro Landerne ha muioc’h eget 700 bugel ha krennard zo skoliataet eno. Evit reiñ lañs d’ar raktres eo e tegasomp hor skoazell, gant ar spi e raio berzh hag e c’hallo bezañ kinniget d’ar merc’her da c’houde.

Morzhol Prod - Filmoù - 5 000 €
Ur skipailh yaouank mennet kalz youl gantañ a ginnig krouiñ dre ar c’hleweled hag e brezhoneg. Setu un tamm skoazell evit reiñ lañs d’ar raktres hag evit kalz filmoù brav ‘michañs.

Rouedad skolioù Diwan - 65 000 €
Hanter an arc’hant a zo roet bewech da rouedad ar skolioù Diwan. Perak e vez roet arc’hant da Ziwan peb bloaz ?

Evit skoazell an holl raktresoù e kinnigomp deoc’h en em gavout asambles ganeoc’h e 2020 etre an 21 hag an 29 a viz Mae o redek war hentoù Breizh etre Karaez ha Gwengamp douget gant ar memes feiz en hor yezh. Deus ’ta mignon zo ger-stur 2020, neuze deuit ’ta ha deuit ivez gant ho mignoned.

JPEG - 122 ke