Perak e vez roet arc’hant da Ziwan peb bloaz ?
Hanter an arc’hant a zo roet bewech da rouedad ar skolioù Diwan
Perak da Ziwan ?
Pa oa bet lidet ganti he 30 vloaz e 2008 he doa Diwan aozet ar Redadeg kentañ.
Treuzkaset ’vez ar yezh an deiz a hiziv dreist-holl a-drugarez d’ar skolioù.
Rouedad Diwan, evit kelenn ar brezhoneg dre soubidigezh er skolioù a zo enni 3 600 bugel adalek ar skol-vamm ha betek ar vachelouriezh. Bep bloaz e vez digoret skolioù nevez.
Skoazellet eo rouedad ar skolioù-se, skolioù kevredigezhel, lik ha digoust, war he skoazellerien unan hag unan, ha war skoaziadoù deuet a-berzh strollegezhioù, ha dre vras war ar gevredigezh. Met n’eo ket trawalc’h e-keñver an ezhommoù bras a zo evit kenderc’hel he diorren, da skouer evit ar skolioù nevez a rank gortoz pemp bloaz evit kaout postoù paeet gant ar Stad.
Setu perak e oa bet divizet, er statudoù, reiñ da Ziwan hanter an arc’hant.
An hanter all a vo roet da raktresoù nevez a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh.